ar mac'hour am eus klevet evit "cauchemar, oppression nocturne"
A part ça, voici des expressions du pays d'Auray avec "An Diaoul"
J'ai bien peur que cette ribambelle soit un peu indigeste ...
feneant eo 'tak ma c'hoarzh an Diaoul doc'htoñ (Pleuwigner)
emañ e vlev é vonet get an Diaoul, pas ? Unan é koll e vlev (Brec'h)
Teod an Diaoul. An hani a lâr pasapl a… a zo dalbezh é lâret fall ag an all, e vez lâret: "Oh ! Diwall d'hennezh ! Hennezh en deus teod an Diaoul ! (Plenuer)
n'en deus ket aon e-raok netra, na Doue na Diaoul (Pleuwigner)
(pa ne vez ket argant) en ti, emañ an Diaoul a-barzh (Landaol)
Mamm an Diaoul ! : injure (forte); Mamm an Diaoul : femme méchante
ur paour a pa bitaota emañ get an Diaoul e ya (Brec'h) ur paour a pa bitaota, g'ar gloar e ya ! (Karnag)
Glav ha heol, emañ an Diaoul é plantiñ kaol (Brec'h, Pleuwigner)
Kreñv èl an Diaoul (Bredevi)
Emañ an Diaoul en e gorf: toujours en colère (Bredevi)
Emañ an Diaoul en e vouzelloù (homme méchant) (Plenuer)
"Emañ an Diaoul en ti", mag en em arañjent ket mui anezhe (disputes continuelles) (Pleuwigner)
unan en devoa ur vouezh… o ! Hennezh zo ur spêgl-an-Diaoul ! (mouezh kreñv ha displijus, criarde)
Emañ an Diaoul àrnomp : nous sommes maudits (Pluvergad)
Daoulagad glas, a lak an Diaoul da sailh àr an hent bras (Landevant)
Fall èl un diaoul (Landevant)
Emañ an Diaoul àr e gein, mizer kwa (Landevant)
Hennezh zo an Diaoul àr e gein (...) n'en deus ket boneür : il n'a pas de chance (Mendon)
Daet int a lost an Diaoul, met aet int d'en houarniñ: bien mal acquis ne profite pas
N'eus ket a harz doc'htoñ. Poch-an-Diaoul ! : un homme très mauvais, méchant
Aet zo ur bonseur bennak g'an Diaoul moarvat (Plenuer, Brec'h): se dit quand il y a un coup de tempête
Savet an Diaoul etreze ou bien Savet an Diaoul gete: ils se sont disputés (Brec'h)
Unan hag a oa fall-abominapl e vez bet lâret: "Hennezh a yay sur g'an Diaoul, botoù-koad ha-razh !" (Pleuwigner)
Hennezh n'eo ket ur fall-ziaoul anezhoñ: calque du français "ce n'est pas un mauvais diable" sans doute (Pleuwigner)
Gwelet em eus an Diaoul ou Emañ an Diaoul a-barzh : mon porte-monnaie est vide (Pleuwigner)
Krav-krav-krav, emañ an Diaoul a-barzh ! (se dit quand le porte-monnaie est vide) (Pleuwigner)
Tamm a boch an Diaoul (Pleuwigner): homme très méchant, et aussi injure forte
honnezh zo un tamm a boch an Diaoul" (ou femme très méchante) (Pleuwigner)
A unan hag he doa ket bet mezh, e vez bet lâret: "honnezh a fourchehe forzh aes àr an Diaoul" (Pleuwigner)
An diaoul: instrument pour porter des charges; en raison des travaux herculéens que fait le Diable dans les histoires, en échange du gain de l'âme de qqn
Paset eo e fourch an Diaoul: dit méprisamment de qqn aux cheveux roux
"Labour an Diaoul" a vez bet c'hoazh lâret, meur-a-wezh, unan hag a laboure, fall labour: "O ! Hennezh a ra labour an Diaoul !" (Bredevi)
Ar person a lâre dezhoñ a-mod-se: "emañ an Diaoul àr ho kein !" : il parlait de son accordéon (ce n'est pas une expression mais ça montre l'image de l'accordéon) (Pluvergad)
A-benn ma arru er gêr e vez an Diaoul bras àr he c'halon (): se dit d'une femme méchante pour ses enfants alors qu'elle revenait de la messe.
Ha eñ a vern / Pet Diaoul zo en ifern ? : rimaille pour dire "An dra-se ne vern ket"
Ar laer a laer ar laer / hag an Diaoul a c'hoarzh (bro an Alre)
Doue ha sikouro / Hag an Diaoul az tebro !
Ou bien "Hag an Diaoul az kaso getou (getoñ)" : se dit qd un homme éternue (bro an Alre)