"
Tantajou
P'emaon gand amzer ar foenn, lavarom eur gér euz an tantajou a veze greet e Kleder d'ar poent-se. Daou dantad a veze : tantad Sant Yann ha tantad Sant Pèr, Patron ar barrez, ar henta derhent gouel Sant Yann, da lavared eo d'an 23 a viz even, hag egile derhent gouel Sant Pèr a veze lidet d'ar zul genta war-lerh an 29 euz ar memez miz. Eiz devez a veze peurvuia etre an daou dantad. Med nebeutoh a brés a veze war-dro an eil, ha mond a raio buannoh da fall. Lavarom ano kentoh euz tantad Sant Yann. Hemañ a veze ano anezañ pell araog gand ar vugale. En or hontre e veze greet etre ar Feunteun-Veur hag ar Hastell-Dero, e-kreiz ar strêd hag a oa ledan-kenañ el leh-se. D'ar serr-noz, goude koan, eh en em gave eno oll dud ar hontre, braz ha bihan, pep hini gand e forhad fagod pe lann. Greet e veze ganto, dre ma tigoueze an dud, eur bern brao a geuneud, ront hag uhel. Kerkent hag erruet an oll ha deuet an noz da veza teñval a-walh, e tigoueze Yon Gorr, gand glaou-beo en eur votez koad koz. Gand ar glaou-ze e c'hweze an tan er bern keuneud goude ober sin ar groaz. Dija, a-benn neuze, diwar eur hleuz uhel, ni 'wele e-leiz a dantajou dre ar vro tro-dro o toulla an noz du, hag e klaskem gouzoud pehini 'oa ar brasa. Gand on hini n'ez afe ket sur ar priz diweza ! Prestig e save uhel ar flammou, hag an elfennou, dibradet gand an êr domm, a nije en oabl, evel stered-red. En eur zevi, e sklake ar heuneud evel eur vindrailleréz. Ar vugale, en-dro d’an tantad, a fringe en eur youhal. Ar re vraz, pell a-walh diouz an tan, a zelle ouzom laouen, en eur varvaillad, azezet a beb tu d’an hent, ouz an daou gleuz. Darn a oa deuet ganto louzaouenn Sant Yann hag e lakaent anezi war bég o forh, a-zioh an tan, evid beza suillet eun tammig, hag e roent anezi goude-ze d’an neb a gare, da frota ouz o daoulagad. Ar vertuz he-doa da wellaad ar gweled, da barea an daoulagad.
Pa veze an tantad devet mad, pa zeue ar flemmen da veza bihan a-walh, e veze deuet ar mare da ober “
tan-a-nao”. Ar vugale da genta. Daou zén braz a groge e pep hini, unan en e zivesker, hag e veze greet nao luskadenn dezañ a-zioh an tantad. Goude-ze e teue tro ar plahed yaouank. Amañ ‘vad e save gwilh ha kri ! Ar baotred yaouank a rede war o lerh. Poan a veze ganto, med dond a reed a-benn d’o faka ha neuze e vezent ivez hejet nao gwech a-zioh ar glaou-beo en eur gana :
“
Tan-a-nao ! Tan-a-nao !”. Da ziwall e veze a-vad da rosta dezo o lostennou, e-pad
ar vrañkelladeg.
Pa ne veze mui nemed eur bern glaou euz an tantad, Yon Gorr a grie :
« Lavarom bremañ ar “grasou“. An oll d’an daoulin ! »
Kerkent, braz ha bihan a zaouline en eur ober eur ront braz en-dro d’an tantad, hag e veze lavaret ar “grasou” asamblez. An anaon adarre, ne vezent ket ankounac’heet. Pep hini goude a zistroe d’ar gêr heb dizoñjal kas gantañ eur hlaouenn da daoler er puñs dezañ da gaoud bepréd dour mad da eva evid an dud hag an anevaled. Or plijadur en eur vond d’ar gêr a oa gweled piou a gavje ar muia a breñved lugernuz ouz bord ar hleuziou hag o hasem ganeom gand evez war balv on daouarn, souezet o weled ne skaotent ket ahanom [...]."
Ar marh reiz - Visant Seite