| Apocolocyntosis | |
|
|
Auteur | Message |
---|
Marc'heg an Avel Admin
Nombre de messages : 7716 Age : 77 Localisation : Lannuon / Lannion. Breizh Izel Date d'inscription : 27/03/2007
| Sujet: Apocolocyntosis Ven 21 Déc 2012 - 19:28 | |
| Daoust hag-eñ un bennak a oar ar pezh a zo degouezhet an 13 a viz Here 54 goude Krist, war Dor an Neñvoù, tost da 11 (- unnek) eur diouzh ar beure / mintin? Ar respont en em gav en ar titl. JCE | |
|
| |
Marc'heg an Avel Admin
Nombre de messages : 7716 Age : 77 Localisation : Lannuon / Lannion. Breizh Izel Date d'inscription : 27/03/2007
| Sujet: Re: Apocolocyntosis Ven 21 Déc 2012 - 19:39 | |
| Ur prederour / filozofer latin an amzer se en eus skrivet : " Quid actum sit in caelo ante diem III. idus octobris anno nouo, initio saeculi felicissimi, uolo memoria tradere". Aes da gaout. JCE | |
|
| |
Ostatu Major; Mestr; Maestro
Nombre de messages : 6623 Age : 57 Localisation : Lutetia Parisiorum Date d'inscription : 09/04/2007
| Sujet: Re: Apocolocyntosis Ven 21 Déc 2012 - 21:04 | |
| - Marc'heg an Avel a écrit:
Daoust hag-eñ un bennak a oar ar pezh a zo degouezhet an 13 a viz Here 54 goude Krist, war Dor an Neñvoù, tost da 11 (- unnek) eur diouzh ar beure / mintin?
JCE
daoust-hag-eñ e oar unan bennak.... "Daoust hag-eñ e savo an amzer ?" TDBP - Jules ha neket : * daoust hag-eñ an amzer a savo. - Marc'heg an Avel a écrit:
Ur prederour / filozofer latin an amzer se en eus skrivet ur prederour eus (ou : deus) an amzer-se ..... un tamm deus an dorzh ha neket * un tamm an dorzh.
Dernière édition par Ostatu le Sam 22 Déc 2012 - 0:23, édité 5 fois | |
|
| |
Ostatu Major; Mestr; Maestro
Nombre de messages : 6623 Age : 57 Localisation : Lutetia Parisiorum Date d'inscription : 09/04/2007
| Sujet: Re: Apocolocyntosis Ven 21 Déc 2012 - 22:40 | |
| - Marc'heg an Avel a écrit:
- .... goude Krist
diwar ar saozneg moarvat : before Christ, after Christ. E brezhoneg e vez lennet (skrivet) : kent Hor Salver, goude Hor Salver. cf. Yezhadur bras ar brezhoneg - Frañsez Kervella Lennet e vez a-wechoù : goude Jezus Krist, kent Jezus Krist. diwar levezon ar galleg ? | |
|
| |
Marc'heg an Avel Admin
Nombre de messages : 7716 Age : 77 Localisation : Lannuon / Lannion. Breizh Izel Date d'inscription : 27/03/2007
| Sujet: Re: Apocolocyntosis Sam 22 Déc 2012 - 9:18 | |
| Nann : diwar Jezuz-Krist n'eo Ar Salver nemet evit ar re hag a gred. Me, ne gredañ ket, hag en se, ne welañ ket perak diskouez Jezus-Krist evel ma Salver ! Krist, Jezus-Krist, evit an Istor, ya. Ma Salver, nann. JCE | |
|
| |
Marc'heg an Avel Admin
Nombre de messages : 7716 Age : 77 Localisation : Lannuon / Lannion. Breizh Izel Date d'inscription : 27/03/2007
| Sujet: Re: Apocolocyntosis Sam 22 Déc 2012 - 9:29 | |
| Apocolocyntosis : treuzfurmadur e sitrouilhezenn. An impaler roman Klaod a zo marv, d'an 13 a viz Here 54, war dro 11 eur, empoezonet gant e gwreg Agrippina, houmañ c'hoant ganti lakat e vab Neron war an tron. Ar filozof Seneca en eus savet ar skrid se evit ober goap ouzh an impaler, hemañ tomm c'hoazh. Klaod, evit kalz a dud eus e amzer, a oa un den gwag, iskis, drol, ha skañv e benn. JCE
Dernière édition par Marc'heg an Avel le Dim 23 Déc 2012 - 16:31, édité 1 fois (Raison : an 13 > d'an 13) | |
|
| |
jeje Major; Mestr; Maestro
Nombre de messages : 3489 Localisation : Naoned Date d'inscription : 25/10/2008
| Sujet: Re: Apocolocyntosis Sam 22 Déc 2012 - 11:48 | |
| ...d'an 13 a viz Here ampoezonet gant e wreg (dezhañ)
'benn nebeud amzer vo gellet lâr "he gwreg (dezhi)", moarvad!
Un ide vat eo sevel ur rubrikenn "e brezhoneg hepken". | |
|
| |
Marc'heg an Avel Admin
Nombre de messages : 7716 Age : 77 Localisation : Lannuon / Lannion. Breizh Izel Date d'inscription : 27/03/2007
| Sujet: Re: Apocolocyntosis Sam 22 Déc 2012 - 11:52 | |
| Belles Lettres. 1934/1936 JCE | |
|
| |
Ostatu Major; Mestr; Maestro
Nombre de messages : 6623 Age : 57 Localisation : Lutetia Parisiorum Date d'inscription : 09/04/2007
| Sujet: Re: Apocolocyntosis Sam 22 Déc 2012 - 22:01 | |
| - Marc'heg an Avel a écrit:
- Nann : diwar Jezuz-Krist n'eo Ar Salver nemet evit ar re hag a gred. Me, ne gredañ ket, hag en se, ne welañ ket perak diskouez Jezus-Krist evel ma Salver !
Krist, Jezus-Krist, evit an Istor, ya. Ma Salver, nann.
JCE Neuze e vefe gwelloc'h skrivañ : goude ar C'hrist evel 'toa skrivet amañ : https://academia-celtica.niceboard.com/t1427-le-calendrier-romain | |
|
| |
Marc'heg an Avel Admin
Nombre de messages : 7716 Age : 77 Localisation : Lannuon / Lannion. Breizh Izel Date d'inscription : 27/03/2007
| Sujet: Re: Apocolocyntosis Dim 23 Déc 2012 - 16:30 | |
| Frazenn I,1,1 : stummoù disheñvel etre latin ha galleg evit skrivañ ar memes tra : - e galleg : C'hoant am eus da gas d'an diskennidi ... ar pezh a zo degouezhet ... - e latin : Ar pezh a zo degouezhet ... am eus c'hoant da gas ... Evidon, ar stumm latin a vije tostoc'h ouzh ar stumm brezhonek. JCE | |
|
| |
Contenu sponsorisé
| Sujet: Re: Apocolocyntosis | |
| |
|
| |
| Apocolocyntosis | |
|