Etre peder ha pemp eur 'oan o selaou abadenn YB Gwiader war Radio Bro Gwened. Pedet e oa bet JP Rolland da zont da gaozeal deus Traonienn ar Sent, e Karnoed.
Hemañ 'neus lâret - a gav din, bepred : "piv 'neus tennet e neudenn ma n'eo ket an aod ?" (diwar-benn an touristerezh)
hag a vefe e galleg flour neuze : tirer son épingle du jeu, pe un dra bennak 'mod-se.
Unan bennak ac'hanoc'h 'neus bet klevet se ?