Holla, tudoù !
Lakaet on diaes gant kinnigoù Francis Favereau evit ar ger didal.
Hervezañ ez eus daou boz : unan a zinifi sans fond, défoncé (da sk. : ur varikenn didal) hag ur poz all, distag, troet gantañ gant ar galleg superflu.
Ar pezh zo, ne ro da skouer nemet ur frazenn tennet a levr Fañch al Lae, Bilzig :
"Otrou Doue, hon zikourit, miret na ’c’h afemp hon-unan da goll war-lerc’h ar mennoziou goullo, ar pedennou didal am eump bet dibunet dirak ho furnez !"
Aze e komprenan-me n'eus fin ebet d'ar pedennoù, des prières sans fin.
Sans fin, sans fond = didal. Ne vije neuze nemet ur poz didal ha n'eo ket daou !
Lârit ho soñj !