Deut on a-benn da gaout ur fac-simile eus tezenn Frañsez Jeffrennou (Taldir) diwar-benn prosper Proux, embannet gantañ e 1913.
Dre ma n'emañ ket oberenn Jaffrennou en domani publik, e kavan gwelloc'h chom hep lakaat anezhi en-linenn. M'en dije c'hoant unan ac'hanoc'h da gaout un skwerenn anezhi, e kinnigan kas anezhi en-prevez.
Tri fakad am eus graet :
- 255 pajenn en tiff, zipped, kalite uhel : 221 MO !
- Ur pdf, kalite etre : 28 MO
- Un djvu gant un c'houchad OCR, kalite izel, a chom lennabl memestra : 5 MO.
Tu zo din ivez ober un txt diwar an ORC (ne vo ket difaziet !), pe ober ur pakad ispisial gant "Canaouennou gret gant eur C'Hernewod" da skwer.
Ma 'z oc'h dedennet, laoskit un ger din em boest prevez, hag e roin ul liamm-pellkargañ deoc'h.