Tennet diouzh :
http://www.ville-guisseny.fr/IMG/pdf/Juin_2008.pdfFeñchig ar paotr chik. (Lodenn 1) gant Herve Lossec
Anavezout a rit Feñchig ? Feñchig ‘zo ur paotr chik. Feñchig Pennkalet e anv. Lod a lavar
e vank ur c’hreunenn d’e chapeled. N’on ket sur. Lod all a lavar eo ganet ur Sadorn da noz, goude
ar c’hrampouezh. Marteze, marteze met ur paotr chik eo ha setu tout, me lavar deoc’h. Treset-mat
eo an den,
digripon, dichipot, didroidell eo, ne chom ket d’ober chiboudig d’an dud. Gantañ ne
vez na jestroù nag ardoù. Lavar a ra an traoù krak-ha-berr, n’eo ket ur c’hac’her diaes, nann, ne
chom ket da dortal. Met glapez pe genaoueg marteze a-wechoù, ne lavaran ket.
C’hoant ho peus gouzout piv eo Feñchig Pennkalet ? Feñchig ‘zo o chom ahont, un
tammig bihan pelloc’h aze, e Toull Ar Bleiz. C’hwi a oar, sur a-walc’h, pelec’h emañ Toull Ar
Bleiz ? Toull Ar Bleiz ? … Beñ! Ya, toull ar bleiz ’zo… dindan e lost evel-just !
Feñchig Pennkalet ‘zo un den kalet. Ral a wech en defe riv ar paotr kalet-se. Dec’h em boa
gwelet anezhañ, ne oa ket deiz c’hoazh, o pourmen e galite war bord an hent, un hanter roched
nemetken war e gein ha pa oa yen-skorn an amzer koulskoude, yen-sklas zoken. Perak ‘ta ne oa
nemet un hanter roched war gein Feñchig ? Beñ ..me ‘zo o vont da lavar deoc’h : peogwir e oa an
hanter all war e gof, evel-just, ‘giz me, ‘giz c’hwi, ‘giz an holl amañ !
M’ho peus c’hoant d’e gavout, kit betek e di da eizh eur noz. Ya, aze, oc’h sur da gavout
anezhañ. Bemdez da 8 eur noz rik e vez staliet dirak an tele. Perak ‘ta e vez ingal bemdez,
‘mod-se, Feñchig dirak an tele da 8 eur noz ? Ben…Peogwir p’az a tro-kein ne wel netra, kea !
Me ‘zo o vont da gontañ deoc’h, berr-ha-berr, buhez Feñchig ar paotr chik.
P’edo bihan-sot, pemp pe c’hwec’h vloaz, Feñchig a lavare d’an dud : Me am eus daou
anv ! « Feñchig-an-ti-all » e vez graet ouzhin gant an amezeien dostañ ha « Feñchig-du-mañ »
gant va zud er gêr !
N’e oa ket dek vloaz c’hoazh, ur mintinvezh, abred-kaer pa c’halvas e dad anezhañ.
- Kresket eo ar sikour en ti, ur breur bihan ‘zo ganet dit en noz-mañ, Feñchig.
- Klevet em eus an tamm trouz. ‘vat
Pemp bugel e oa dija er gêr, met unan muioc’h ‘zo mat da gaout atav. Ha d’ar mare-se,
hanter kant vloaz ‘zo, ar vamm n’ez ae ket d’an ospital evit ken nebeut a dra, kea ! Ne oa ket
klañv, ha perak mont d’an ospital, neuze ?
- E! Feñchig, en ur vont d’ar skol, te ‘peus tro da baseal dirak ar presbital. Kea da c’houlenn
digant an Aotrou Person peur e c’hello badeziñ da vreur bihan, an abretañ ar gwellañ.
Ha kerkent aet ar paotrig gant e hent, skañv e zivesker. Tok.. tok.Digoret eo bet dor ar
presbital gant ar garabasenn. An holl amañ a oar petra eo ur garabasenn (setu un anv a ra aon da
vugale hag ur ouenn hag a zo aet da fall ivez). Ya : « bonne du curé » e galleg, bon mat eo. Setu
neuze ar garabasenn estonet-marv :
- Ac’hanta! Feñchig, te eo an hini eo, ken abred diouzh ar mintin, petra ‘zo nevez ganez ‘ta ?
- Ben…deuet on da welet an Aotrou Person, peogwir ar vamm du-mañ he deus bet ur paotr-bihan
en noz-mañ…
- Alato ! Feñchig, ne vez ket lavaret « he deus bet », lavaret e vez «he deus prenet »
- Ya, marteze, marteze, met koulskoude an tad du-mañ a lavar atav : keit ha ma c’hello ober
anezho e-unan ne vo ket prenet hini ebet gantañ….
Da vezañ kendalc’het en niverenn a zeu.