ACADEMIA-CELTICA

Istor-Histoire; Douaroniezh- Géographie; Arkeologiezh-Archéologie; Gouennoniezh-Ethnologie; Yezhouriezh-Linguistique; Sevenadur hag Hengoun ar vroioù kelt - Culture et traditions des pays celtiques
 
Encyclopédie MarikavelAccueilFAQRechercherS'enregistrerMembresGroupesConnexion
Rechercher
 
 

Résultats par :
 
Rechercher Recherche avancée
Derniers sujets
» Brezhoneg Bro-Vear
Aujourd'hui à 19:14 par Tangi

» Mots locaux, mots rares, mots inédits, hapax...
Aujourd'hui à 17:57 par Yann-Fañch

» fr. tique, br. teureug, tarlaskenn, teurk, bocher... eng. tick, deut. Zecke
Aujourd'hui à 17:36 par Yann-Fañch

» Banque de blasons herminés
Ven 2 Déc 2016 - 14:07 par Marc'heg an Avel

» br. tr. sekrep, laiche, souchet, Carex pseudocyperus, hesk, vannerie
Mar 29 Nov 2016 - 21:17 par Jeannotin

» barazh
Lun 28 Nov 2016 - 11:24 par Jeannotin

» chistr, jist, sistr, sit, cidre, cider
Lun 28 Nov 2016 - 10:59 par Jeannotin

» dire les vêtements, se vêtir, la mode vestimentaire, habit habiller
Lun 28 Nov 2016 - 10:00 par Yann-Fañch

» A liù el loér hag er stéred
Lun 28 Nov 2016 - 9:33 par konker

» Vocabulaire de la terre en breton
Sam 26 Nov 2016 - 18:44 par jeje

» Les noms d'oiseaux (animaux à plumes)
Sam 26 Nov 2016 - 18:33 par jeje

» DIKSIONÈR KREIS-BREIZH
Sam 26 Nov 2016 - 14:03 par Per-Kouk

» La cornemuse dans tous ses états
Mer 23 Nov 2016 - 20:51 par Marc'heg an Avel

» le poisson nommé chabot en français
Mer 23 Nov 2016 - 18:46 par Jeannotin

» Banque Sonore des Dialectes Bretons
Mer 23 Nov 2016 - 17:07 par jeje


Partagez | 
 

 Teñzor ar brezhoneg

Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Aller en bas 
Aller à la page : 1, 2  Suivant
AuteurMessage
Ostatu
Major; Mestr; Maestro
Major; Mestr; Maestro


Nombre de messages : 5563
Age : 50
Localisation : Lutetia Parisiorum
Date d'inscription : 09/04/2007

MessageSujet: Teñzor ar brezhoneg   Dim 20 Juil 2008 - 18:16

Toutes ces archives sonores se trouvent sur le site de Radio Kerne à la rubrique Dielloù : http://radiokerne.antourtan.org/bre/wareeun-diellou.asp

Teñzor ar brezhoneg du 13-11-2003

"Euh... tro ell (all) c’hoazh, ya tro hag a ra poan c’hoazh, tapet ur ... tapet ur gastennad, petra eo ur gastenn pe ur gastrenn zo pezh (a) vez anvet ur « nerf de boeuf » e galleg. Gwechall pe (pa) ‘c’h ae an dud de (da) vale bro evel a raen ali(e)s (a)-walc’h (e)vit mont de (da) foarioù pe d'e(r) (d'ar) marc’hajoù pell ec’h ae gante ur penn-bazh. Hag an heni (hini ?) a dostae re euh... dreist-holl war hent an distro a dape ur vazhad pe bac’hajoù (bazhadoù) zo bet kaozet deus se deja (dija). Met ur gastenn (ne) oa ket ken bras, met boñ ... se oa... se (a) rae drouk i(v)e(z) kwa pa vije (veze) implijet se. Tapet ur gastennad zo tapet un taol fall i(v)e(z) c’hoazh boñ ... gant ur... ur benveg pe un ostilh anvet kastenn."
Jean-Yves Plourin

ar c'heriaoueg :
kast(r)enn f. nerf de boeuf.
kast(r)ennad f. coup de nerf de boeuf, par ex. gnon, coup de poing...

Pour info :

"Kastennad -où- gwregel - taol dorn.
Sk. an apitan-mañ a oa deut da glask afer ganin, met n'on ket bet pell o tistagañ ur gastennad gantañ."
Gerioù dastumet e korn-bro Rostrenen - Jef Philippe - Hor Yezh 113-114


Dernière édition par Ostatu le Mar 22 Juil 2008 - 1:08, édité 3 fois
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Ostatu
Major; Mestr; Maestro
Major; Mestr; Maestro


Nombre de messages : 5563
Age : 50
Localisation : Lutetia Parisiorum
Date d'inscription : 09/04/2007

MessageSujet: Re: Teñzor ar brezhoneg   Dim 20 Juil 2008 - 18:45

Teñzor ar brezhoneg du 10-11-2003

"- Ur senkellad keit (ma ema)omp gant ar ger-se a c’hell be(z)añ un dra bennaket ell (all), da lâret eo, leizh kov (kof) a voeson kwa... pe(o)gwir ??? zo ... enfin se zo .. matre'n (marteze) vo kaoz deus se ur wech ell (all)...
- Un afer ler c’hoazh
- Un afer.... ya, ya da lâret eo pezh a c’haller jerriñ (serriñ) e-barzh.... derc’hel,, derc’hel gant ul lerenn vras kwa en-dro de (da) .... pa ve(z) lâr(e)t ur c’hovad pe ur c’hofad. Graet ‘n eus ur ... ur c’hofad heñ ur c’hovad a c’hell be(z)añ gant ar boued, pe gant ar boeson, gant ar gwin pe ar jist(r) (sistr). Hage boñ senkellad a c’hell be(z)añ implijet ??? tapet (e)n (d)eus ur senkellad da lâr(e)t eo tout just ma ... ma oa moaien d(ezh)añ stagañ e vragoù kwa gant ar boeson dre e-un(an)."
Jean-Yves Plourin

"senkellad, n.fém., cuite ; raclée, correction.
Tapet 'neus ur senkellad c'hoazh ! il a encore pris une cuite !

N.B. Il semble que ce qui devait être le s. pr. senkell, ceinture, sangle, ne s'emploie plus."
Initiation au breton familier et argotique - Jean-Yves Plourin - Editions Armeline

cuite : revr(i)ad, toullad, pifad, toufad, tortad, tontonad, rampad....

??? = lacune(s) (vos suggestions sont les bienvenues, ainsi que vos corrections).


Dernière édition par Ostatu le Dim 20 Juil 2008 - 21:53, édité 1 fois
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Ostatu
Major; Mestr; Maestro
Major; Mestr; Maestro


Nombre de messages : 5563
Age : 50
Localisation : Lutetia Parisiorum
Date d'inscription : 09/04/2007

MessageSujet: Re: Teñzor ar brezhoneg   Dim 20 Juil 2008 - 21:22

Teñzor ar brezhoneg du 28-07-2003

"Un tamm divinadell heye (hiziv) ‘wit (evit) cheñch un tamm neu(z)e deus dastum ‘ba koste(z) Spezed (e)tre(z)ek ha ‘ kichen Kastell-Nevez ar Faou ha Karaez a(z)e (e)-kreiz Breizh.
Petra zo du tout euh... toull e re(v)r zo gwenn ? Klasket (klaskit) un tamm. Petra zo du holl ha toull e re(v)r zo gwenn ? Ha koulskoude (e) ve(z) mat da lipat. Ma ! kave(t) ‘peus. Beñ an dra-mañ eo ar mouar du pa ve(z) dastumet diwar ar c’hleuñ (ar c’hleuz).

Un dra all bet klewet (klevet) ‘ba koste(z) Kallag. Neuze (a)-wejo(ù) (a-wechoù), goût a rit, (a)n o(zh)ac’h pa deu (pa zeu) d’ar gêr (e) ve(z) tomm un tamm bihèn (bihan), tomm ar vorn (ar forn) gantañ kwa heñ, ha neuze pa... pa dosta deus toull an nor e lâr en ur soñjal (e)n i (e) wreg ha damaik (bremaik) da goan me ‘m (b)o soubenn an drouz ha laezh riot."
Ronan Tremel

riot m. querelle, dispute.
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Ostatu
Major; Mestr; Maestro
Major; Mestr; Maestro


Nombre de messages : 5563
Age : 50
Localisation : Lutetia Parisiorum
Date d'inscription : 09/04/2007

MessageSujet: Re: Teñzor ar brezhoneg   Dim 20 Juil 2008 - 21:26

Teñzor ar brezhoneg du 23-07-2003

"Setu e brezhoneg (e) ve(z) lâret p’em(a)oc’h (e)-barzh ur gaoz bennak (e) ve(z) lâret (e)m(a)oc’h (e)-barzh ur park, (e)-giz (e)-barzh ur park. Ha pa ve(z) dav cheñch kaoz e ve(z) dav cheñch park. Setu cheñchom(p) park da lâret eo cheñchom(p) kaoz pe deom(p) (e)-barzh ur park all (e)vit cheñch kaoz.
Ur park dall a zo ur park (a) zo kleuñioù pe kleuzioù tro-dro deeñ (dezhañ) ha (e)-barzh ar c’hleuñioù-se n’eus ke(t) toull ebet, n’eus ke(t) tamm toull, na(g) ode, na toull-karr, na nitra (netra). Setu d’am soñj ‘feus ke(t) morse gwelet an dra-(s)e : ur park all ; da lâret eo ur park gan(t) kleu(z)ioù, kleuñioù tro-dro de(zha)ñ, hag hep tamm toull (e)-barzh ar c’hleuñ. Neu(z)e ne ve(z) ke(t) kavet park dall ebet. N’eus ke(t) deus an dra-(s)e. Setu an dra-(s)e a zignifi ue (ivez) e ve(z) ato (atav) kavet un diskoulm d’ur gudenn bennak. N’eus park dall ebet = n’eus tamm kudenn hep diskoulm. Setu n’eus park dall ebet."
Gilles PENNEC

ode f. brêche (toull-karr).
kleuñ = kleuz = talus.
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Ostatu
Major; Mestr; Maestro
Major; Mestr; Maestro


Nombre de messages : 5563
Age : 50
Localisation : Lutetia Parisiorum
Date d'inscription : 09/04/2007

MessageSujet: Re: Teñzor ar brezhoneg   Dim 20 Juil 2008 - 21:34

Teñzor ar brezhoneg du 29-07-2003

"Goût a rit petra eo be(z)añ ganet da (?) Lun Pantekost. Lun Pantekost zo d’an ugent a viz Mae heñ. Hage neuze an dud a lak amzer da gompren an treo(ù) (traoù). Ha sur (a)-walc’h, evel-just, an dud-se neugn (o deus) ke(t) bet ul lodenn deus ar Spered Santel a zo bet ingalet d’an ebestel gan(t) ar C’hrist d’ar Sul. ??? zo tremen(e)t re dive(zha)t (re ziwezhat). Hage.. me(t) (a)-wejo(ù) (a-wechoù) amañ ‘b’ar vro (e-barzh ar vro) i(v)e(z) (e) ve(z) lâr(e)t : me(t) hemañ zo ganet d’ar Sadorn, da lâret eo un devezh (a)-raok, se n’e(o) ke(t) gwelloc’h c’hoazh.

- Un dra all, marteze 'peus klewet (klevet) lâr(e)t : hen(ne)zh ‘n eus (en deus) kerniel gwenn, ‘peus ket ?
- ‘m eus ket nann
- ha gwenn, goût a rit, eo liv an treo(ù) (traoù) prop, an treo(ù) (traoù) naet, hag amañ zo (ez eus) kaoz deus un den ha na ... na blij ke(t) de(zh)añ louza(ñ) i (e) gorf hag-ë labourat dreist-holl. Setu hen(ne)zh zo ur penn didalve(z), un den na blij ke(t) de(zh)añ labourat, ur feneant bras... a ve(z) gwel(et) deus e gernio(ù)."
Ronan Tremel

(?) = n'est pas l'exact transcription de ce qui précède.

Ingalañ v. répartir, distribuer, partager, réparer....
Ebestel (pl. de abostol) = apôtres.
kerniel (pl. de korn) = cornes.


Dernière édition par Ostatu le Lun 21 Juil 2008 - 11:18, édité 1 fois
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Ostatu
Major; Mestr; Maestro
Major; Mestr; Maestro


Nombre de messages : 5563
Age : 50
Localisation : Lutetia Parisiorum
Date d'inscription : 09/04/2007

MessageSujet: Re: Teñzor ar brezhoneg   Dim 20 Juil 2008 - 22:01

Teñzor ar brezhoneg du 28-05-2003

"(C’)hwi zo bet i (o) ober termaji ama(ñ) , on (un) den zo deut ‘ba (e-barzh) ho ti hag e(o) aet re bell ganti, (e)n (d)eus lakaet reuz da sevel, cheu (jeu) neñ (neuze). (C’)hwi zo bet é (o) ober termaji am(añ).

Ya, na (an dra-se) zo ur vamm-gouzh (ur vamm-gozh) neu(ze) i (o) preg (prezeg) d’he vugale vihen (d’he bugale vihan), i lâr (o lâret) : ma Doue benniget. Matreñ (marteze) oe, n’ouzon ket, oe istonet (estonet) hag ar vugale da respont de(zh)i : leizh an toulloù a filiped.
- Ma Doue Benniget.
- Leizh an toulloù a filiped."
Andreo Seznec

filip m. moineau, & fam. zizi.
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Ostatu
Major; Mestr; Maestro
Major; Mestr; Maestro


Nombre de messages : 5563
Age : 50
Localisation : Lutetia Parisiorum
Date d'inscription : 09/04/2007

MessageSujet: Re: Teñzor ar brezhoneg   Lun 21 Juil 2008 - 11:01

Trésor ar brezhoneg du 17-04-2003

"Setu bremañ (e)meur ‘ba’r (e-barzh ar) c’hav, e-tal ar varrikenn, setu e(o) poent d(e)om(p) (?)... pa ve(z) tennet ar si(s)t(r), tenna(ñ) ar si(s)t(r) (a) ve(z) lavaret soutilañ (< soutirer) si(s)t(r).
- an dra-(s)e ‘peus be(t) graet i(v)e(z).
- ya, ‘m eus be(t) graet ya pe(o)gwir gwechall vi(z)e (veze) graet si(s)t(r) e kement feurm a voa (a oa). Setu oa ‘ba’r (e-barzh ar) c’hav neu(z)e oa ur volenn ato (atav) ‘ba tal (e-tal) ar varrikenn hag-ë ... pa vi .. pa teue (pa zeue) seyed (sec’hed) d’an dud goude labouret (labourat) e yae an dud neu(ze) da eva(ñ) o (ur) banne si(s)t(r), neu(ze) da soutila(ñ) si(s)t(r).

Mod-all pa ve(z) si(s)t(r) 'n eus ke(t) kalz blaz, neu(z)e (e) ve(z) lâr(e)t : si(s)t(r) flak (e)-giz (e) ve(z) lavaret (i)ve(z) : kafe flak pe(tr)a."
Andreo Sezneg


Dernière édition par Ostatu le Lun 21 Juil 2008 - 11:18, édité 1 fois
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Ostatu
Major; Mestr; Maestro
Major; Mestr; Maestro


Nombre de messages : 5563
Age : 50
Localisation : Lutetia Parisiorum
Date d'inscription : 09/04/2007

MessageSujet: Re: Teñzor ar brezhoneg   Lun 21 Juil 2008 - 11:03

Teñzor ar brezhoneg du 12-06-2003

« Setu euh... goût (a) ret (a rit) penaos (e) ve(z) lâr(e)t « corail » en (e) brezhoneg ? Fe(iz) me 'm eus klaske(t) ‘b’ar (er) geradurioù e... baoe (abaoe) kan(t) (v)l(o)a(z) (e) ve(z) lâr(e)t koural ? Ha koulskoude newe(z) (nevez) so ‘m eus klewet (klevet) ur pesketaer deus Leskon (Leskonil) lâr(e)t un anv brav (e)vit-se. Eñ (a) lâre : krab melen. Ha krab, se (a) lak añ (= ac'hanon ?) de (da) soñjal ‘ba (e) kraban, bizied, treo(ù) (traoù) a grog, hañ euh ar c’hrabanad i(v)e(z) hañ, gwel(et) a ret (a rit). Ha neuze krab melen a zo un anv euh a zo be(t) kavet deja heñ pell zo gan(t) un den a oa (o) klask war ar brezhoneg, Alan Gwennog Ar Berr deus ar CNRS (e)n (do)a kavet se. Hage me (a) gaf tiñ (me a gav din) e(o) un anv brav (e)wit (evit) lâr(e)t : krab melen, krab gwenn, krab... memes (e) ve(z) kavet krab gwastilli (gwestell) (e)wit (evit) a(r) re a seblant hañval deus a(r) c’hrampou(e)zh. »
Ronan TREMEL
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Ostatu
Major; Mestr; Maestro
Major; Mestr; Maestro


Nombre de messages : 5563
Age : 50
Localisation : Lutetia Parisiorum
Date d'inscription : 09/04/2007

MessageSujet: Re: Teñzor ar brezhoneg   Lun 21 Juil 2008 - 11:07

Teñzor ar brezhoneg du 05-11-2003

"Un(an) deus euh, fe(iz) n'onn ke(t), hanter kan(t) mod de (da) lâr(e)t e(o) distagañ ur vodennad de (da, gant) eun (unan) bennaket, deus ur vodenn tout an dud (a) oar petra e(o) ur vodenn. Met distagañ ur vodennad (e)vel ‘vefe lâr(e)t distagañ ur vazhad kwa ... eo ur vodennad da lâret eo pezh ur pezh taol kwa. Boñ moaien (ve)fe lâr(e)t : distagañ ur ur grabanad, ur choukennad, ur bern traoù zo heñ euh. Boñ setu... aze c’hoazh ur gêr (a) ve(z) ve(z) an(a)ve(z)et gan(t) an holl kwa, ha distro(e)t un tamm (e)vit lâr(e)t un dra un tammig ergotik (< argotique ) kwa."
Jean-Yves Plourin

Bodenn f. touffe, buisson...
Bodennad, choukennad, krabanad = torgnole, mornifle, mandale...
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Ostatu
Major; Mestr; Maestro
Major; Mestr; Maestro


Nombre de messages : 5563
Age : 50
Localisation : Lutetia Parisiorum
Date d'inscription : 09/04/2007

MessageSujet: Re: Teñzor ar brezhoneg   Lun 21 Juil 2008 - 16:01

Teñzor ar brezhoneg du 02-11-2003

"De (da) skouer (e)vit diske (diskouez ?) penaos e c’hell be(z)eñ (bezañ) distroet ur ger (e)vit euh euh (e)vit euh (e)vit be(z)eñ (bezañ) fentus kwa pe ... ma... ma ve(z) kemer(e)t ar ger abostol ; an abostol a zo ur ger deus euh deus ar relijion, brezhoneg an iliz (?) pet(r)a ‘ri, (m-?)e oa daouzek abostol gan(t) Jezuz Christ. Met euh an abostol ive(z) ma euh ... (e)-barzh euh... an digoue(zh) (degouezh) disheñvel kwa....(er)-maez an iliz heñ, ....(er)-maez an iliz ma ma ve(z) kaozeet deus ur paot(r) hage lâr(e)t : oh hemeñ (hemañ) zo un abostol heñ ha n’e(o) ke(t) kaoz aviel de gantañ e ve(z) kompren(et) a-walc’h ne ve(z) ket kaozeet na deus Sant Per na deus Sant Andre na deu(s)... me(t) (e)vit euh on... on (un) den ha n’e(o) ket euh matres (marteze) n’e(o) ke(t) re sirius pe n’e(o) ket euh... (e)vit lâr(et) o.. ‘un drôle de type’ pe ul ‘loustic’ un dra bennaket (e)-giz-se.
- An abostol
- An abostol ya. Hemeñ (hemañ) zo un abostol."
Jean-Yves Plourin

En italique : mot ou suite de mots incertain(s).
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Ostatu
Major; Mestr; Maestro
Major; Mestr; Maestro


Nombre de messages : 5563
Age : 50
Localisation : Lutetia Parisiorum
Date d'inscription : 09/04/2007

MessageSujet: Re: Teñzor ar brezhoneg   Lun 21 Juil 2008 - 16:04

Teñzor ar brezhoneg du 09-04-2003

"(E)michañs (e) ve(z) kalz tud euh ‘ba Breizh a zo un tammig pennoù brell, pe pennoù skañv heñ a ve(z) dalc’hmat o hu(nv)real ha(g) o soñj(al) ‘ba traoù all pe(o)gwir (a)-benn fin e brezhoneg e ve(z) ka(v)et kalzig euh troioù-lavar (e)vi(t) (e)vi(t) lâr(et) an dra-(s)e, (e)vi(t) (e)vi(t) kaozeal deus an dud a zo penn... un tammig penn dijoñj (disoñj), pe penn skañv, penn brell ha traoù e mod-se. Euh ‘ba Gwengad euh, da skouer, ‘m eus kle(v)et euh penn klask neizioù euh, penn klask neizioù, da lâret eo beñ gwechall euh kalzig euh bugale pa... pa zeue an nevez-amzer a yae de de (da) glask neizhioù war ar maez. Setu d’unan ... diwar-benn eun (unan) bennak a zo un tammig ‘tête en l’air’ pe penn skañv (e) ve(z) lâr(e)t euh penn klask neizhioù. Just a-walc’h (e)vi(t) kendelc’her gan(t) an dra-(s)e, euh ‘ba Bannaleg, digan(t) un den deus Bannaleg ‘m eus klevet : Yann ramp war e varc’h a glask ane(zh)añ c’hoazh. Da lâret eo Yann a zo war e varc'h ha marse (marteze) (e)ma o hu(nv)real (e)ma (o) soñj(al) ‘ba traoù all, ha (ne) oar ke(t) (ne) oar ke(t) re vat pelec’h (e)ma. Euh setu Yann ramp war e varc’h a glask ane(zh)añ c’hoazh. Setu neu(ze) div dro-lavar (e)vi(t) kaozeal deus an dud un tammig neu(z)e pennoù dijoñj (disoñj), pe diboell pe pennoù brell pe skañv a ve(z) dalc’hmat o hu(nv)real : klask neizhioù hag eun (unan) all : Yann ramp war e varc’h a glask ane(zh)añ c’hoazh."
Gilles Pennec
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Ostatu
Major; Mestr; Maestro
Major; Mestr; Maestro


Nombre de messages : 5563
Age : 50
Localisation : Lutetia Parisiorum
Date d'inscription : 09/04/2007

MessageSujet: Re: Teñzor ar brezhoneg   Lun 21 Juil 2008 - 16:05

Teñzor ar brezhoneg du 15-04-2003

"Euh hi(ziv ?) zo ul leshanv da ginnig dit : lich-bon(t). An.. an na (an dra-se) (a) oa leshanv ur vaouez a ga(v)e mat hi (he) banne, pe(tr)a. Lich-bont.
- an dra-(s)e (a) veze klevet alies.
- oh n’ouzon ket, matre’n (marteze) (e) voe boez (boaz) da lich... da lipat hi (he) bon(t)... ar bon(t) war-lerc’h, n’ouzon ket.
Mod-all c’hoazh diwar-bouez ur vaouez hag a ev un tamm mat (e) ve(z) lâr(et) : un toull piketez.
- Pe un toull pik(et)ez pe ul lich-bon(t) neu(z)e, anvioù brav...
- Toull-piketez matre’n (marteze) zo eun (unan) hag a ev mugnoc’h (muioc’h) (?) ur (ul) lich-bon(t) neu(ze) pe toull-piketez, pe(tr)a, eya, eya.
- Rummajoù disheñvel a zo evit ar merc’hed ive(z).
- Matre’n (marteze) a-walc’h, matre’n (marteze) a-walc’h... petram (peotramant) eun (unan) a gav mat penaos euh ... bann... banneoù ... traoù dous pe (?) ur (ul) lich-bon(t) matre’n (marteze) kentoc’h, pe(tr)a."
Andreo Seznec

bont (loc.) bouchon.
cf. ul liper-bont = un poivrot.
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Ostatu
Major; Mestr; Maestro
Major; Mestr; Maestro


Nombre de messages : 5563
Age : 50
Localisation : Lutetia Parisiorum
Date d'inscription : 09/04/2007

MessageSujet: Re: Teñzor ar brezhoneg   Lun 21 Juil 2008 - 16:06

Teñzor ar brezhoneg du 12-11-2003

"An implij deus euh vreilh (freilh) zo be(t) kollet on (un) tamm met a(r) ger c’hwist euh, c’hwisted (c’hwistad) zo chomet. Hag e c’heller lâr(et) se boñ euh... o (ur) bern tud (a)ve(z) deu(s) fin a(r) s(izh)un o c’hoari gan(t) morzhol pe traoù e-giz-se, tro an ti (e)vi(t) laka(at) poentennoù euh (añ)fin... ober tammoù... labour tro an ti, kalfichet (kalfichat) un tamm. Setu pe (pa) ve(z) lâret .... pe lâr(e)t o(r) (ur) .. tro gros a-wechoù euh kaoc’h ki pe gwashoc’h c’hoazh heñ ... kaoc’h ki, oh kaoc’h ki, tapet ‘m eus tapet or (ur) c’hwisted (c’hwistad) gan(t) o (ur) gan(t) o (ur) morzhel (morzhol). (Añ)fin lâr... me (a) lârfe kentoc’h tro ell (all) eget kaoc’h ki, m-añfin (e)vit chom prop kwa. Euh se zo ur c’hwistad, lak(a)om(p) neuze heñ."
Jean-Yves Plourin

freilh m. fléau.
c'hwist m. (battant de) fléau.
c'hwistad m. ici coup cinglant.
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Ostatu
Major; Mestr; Maestro
Major; Mestr; Maestro


Nombre de messages : 5563
Age : 50
Localisation : Lutetia Parisiorum
Date d'inscription : 09/04/2007

MessageSujet: Re: Teñzor ar brezhoneg   Lun 21 Juil 2008 - 20:12

Teñzor ar brezhoneg du 11-11-2003

"Gerioù neuze c’hoazh euh gan(t) ostilhoù... a oan (o) joñjel (soñjal) (e)-barzh ur c’hwistad... lâr(et) lâr(et)... lâr(e)t (e) ve(z) : tapet ‘m eus ur c’hwisted (c’hwistad), tapet ‘m eus ur c’hwisted (c’hwistad), zo ur pezh taol c’hoazh, un taol fall, euh matre’n (marteze) e(o) (e)o interesan(t) lâr(e)t dê (dezho ?) deus pelec’h e teu an dra-(s)e pe(o)gwir boñ... ? (e)vel alies kwa ? euh galleg pe yezhoù ell (all) a(l) langachoù ell (all). Euh gerioù a jañch (cheñch) gan(t) a(r) mod da labourat, ? labourat douar. Amañ ur c’hwist, n’onn ket piv euh geo (e)-touesk a(r) re gozh... Euh me(t) (a)-hend-ell (a-hend-all), a(r) re yaouank, ka(z)i sur, (ne) oaran(t) (ouzont) ke(t) kin (ken) petra e(o) o(r) (ur) c’hwist. Ur c’hwist neuze zo o (ul) lodenn deus o(r) (ur) freilh. Da lâret e(o) (a)-raok (a)-raok kaout mekanikoù bras (e)vit dorna(ñ) an e(o)st heñ (e)vi(t) dorna(ñ) gwinizh, pe an etu (< ed du) pe... e vije (veze) g(r)ae(t) se pas gan(t) an dorn memestra me(t) gan(t) or (ur) freilh kwa.
O (ur) freilh neu’n (neuze) a oa... ya (a) vije (veze) implijet, pe o (ur) vreilh (freilh) (e)vit euh... (e)vit dorn ... (e)vit dornañ war war war a(l) leur kwa, pe (pa) vije (veze) dornet ‘ba porzh an ti (e) vije (veze) o (ur) rengennad, div rengennad paotred kwa, pe daou bopred (bepred), eun (unan)... daou fas-ha-fas, pe div wech daou pe div wech tri, hag e vije (veze) euh bep a vreilh (freilh) gante (ganto) tout. Hag e vije (veze) skoet neuze (e)vit distaga(ñ) an toc’had deus euh deus ar plouz. Setu (e)vit euh 'fléau' (e)vit o(r) vreilh , o (ur) ‘fléau’ e galleg. Hage dre vras zo (ez eus) daou damm, añfin ispenn (ouzhpenn) daou zo, me(t) daou damm zo (e)-barzh ar vreilh, un troad (e)vit (e)vit de(r)c’hen (delc’her) (a)ne(zh)añ, goude-se un tammig ? (e)vit laka(at) an daou damm de (da) dreiñ, hage an tamm a skoe war war an ed oa ur c’hwist pe ur fust ; ur c’hwist pe ur fust zo memestra. Setu aze (a)ze ‘n om (en em) ga(v)e a-wechoù pe (pa) vije (veze) ket, vije (veze) ket a(l) labourer... a(l) labourerien tre ba’r memes ritm kwa, ‘b’ar memes b’ar memes... memes lusk... pe (pa) (ne) oangn (oant) ke(t) tre ‘b’ar memes lusk, a-wechoù e stoke euh ar c’hwist eun (unan) gan(t) ar c’hwist egile hag a-wechoù (e) vije tapet ur ... ar c’hwist war ar penn pe war ar skoa(z). Ha me (a) lâr d(e)oc’h, añfin herve(z) klewet (klevet), me ? ‘m eus ket bet, herve(z) klewet (klevet) ma zad de (da) skouer e rae ur boan euzhus kwa. Setu diwar se tapet ur c’hwistad zo tapet un taol hag a ra kalz a boan kwa."
Jean-Yves Plourin

toc'had (coll.) (des) épis.
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Ostatu
Major; Mestr; Maestro
Major; Mestr; Maestro


Nombre de messages : 5563
Age : 50
Localisation : Lutetia Parisiorum
Date d'inscription : 09/04/2007

MessageSujet: Re: Teñzor ar brezhoneg   Lun 21 Juil 2008 - 20:13

Teñzor ar brezhoneg du 04-11-2003

"Pi (pa) (ema)om(p) gant bragoù a welan eun (unan) aze... boñ on (un) neubeut deus en (an) traoù a zo jerr(et) (serret) amen (amañ) ne euh ...ne vefengn (vefent) ke(t) ke(t) komprenet gwall aes kin (ken) gan(t) lod nê (anezho) gan(t) a(r) re yaouank pe(o)gwir zo be(t) cheñchaman(t) (e)-barzh a(r) mod de (da) veva(ñ) kwa. Euh de (da) skouer, hanter kan(t) (v)l(o)a(z) so pe ispenn (ouzhpenn) e vije (veze) c’hoazh gwisket ar baotred (e)vel merc’hed betek ur serten oad kwa heñ, a(r) re vihan kwa. Hage ‘vije (veze) euh ‘vije (veze) on.. on (un) devezh bras, pe (pa) vije (veze) gwisket i (e) vragoù kentañ gan(t) e gan(t) e gan(t) a(r) paot(r) pihen (pihan) kwa, pe (pa) vije (veze) dilezet a(r) sae, pe ‘barboteuse’ forzh petra ‘vije (veze) kwa. Heñ setu diwar se e(o) chomet a(r).. a(r) mod de (da) lâr(e)t : mon(t) ‘b’a(r) bragoù pe mon(t) b’a(r) brego(ù) pe(o)gwir e(o) on (un) dro-lavar deus deus ar vro amañ kwa, kemen(t) ha lâr(e)t : don(t) da ve(z)añ ur paotr bras kwa heñ ‘il est devenu un grand garçon’ oh euh oaet (aet) e(o) oaet (aet) e(o)‘b’a(r) brego(ù) (bragoù), c’est devenu, c’est devenu un grand garçon."
Jean-Yves Plourin

en italique (= incertain)
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Ostatu
Major; Mestr; Maestro
Major; Mestr; Maestro


Nombre de messages : 5563
Age : 50
Localisation : Lutetia Parisiorum
Date d'inscription : 09/04/2007

MessageSujet: Re: Teñzor ar brezhoneg   Lun 21 Juil 2008 - 20:14

Teñzor ar brezhoneg du 24-07-2003

"Mat ! Ha bremañ (e) vo kaoz euh... penaos eus euh ... an targazh (a) vez lavaret deus ur paot(r) a ya da heul ar merc’hed. Ha be(z) ‘oe ur familh ? a zo be(t) kaoz ‘ba Kombrid gan(e)om(p), ur familh, sañset, a voe... an tad (a) oe leshanvet an targazh, ar vamm, ar gayez (ar gazhez), hag ar vugale, neu(z)e ar baotred, an targichen (an targizhier) pe(o)gwir oan(t) tout troet gan(t) ar seks her(ve)z a(r) mod.
- Sapre familh oa m(o)ar(v)at.
- ya sur.
- Mat, ha bremeñ (bremañ) da achuiñ ganti neuñ (neuze), komzoù noilh neuñ (neuze) evit ober siao (sev) d’ar vugale vihen (vihan) ; lavaret ‘ve(z) : ma lo(e)nig bihen (bihan), ma rayedenn (ma razhedenn), pe c’hoazh ma ranig."
Andreo Sezneg

noilh = câlin.
ober sev da = faire des câlins à


Dernière édition par Ostatu le Ven 11 Fév 2011 - 22:35, édité 4 fois
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Ostatu
Major; Mestr; Maestro
Major; Mestr; Maestro


Nombre de messages : 5563
Age : 50
Localisation : Lutetia Parisiorum
Date d'inscription : 09/04/2007

MessageSujet: Re: Teñzor ar brezhoneg   Lun 21 Juil 2008 - 20:15

Teñzor ar brezhoneg du 22-07-2003

"Mat, achu gan(t) ar bleizi, hag a(l) louarned (lern). Bremañ deom(p) da velet (da welet) lo(e)ned all, un tammig a bep seurt. On (un) tousog pe on (un) touseg (a) ve(z) lavaret deus un den bihen (bihan) ha ront. Petram (peotramant) (e) ve(z) lavaret tyo (tev) (e)-giz ur go(z) (ur c’hoz). Mod-all (i)ve(z) (e) ve(z) lavaret (i)ve(z) tenna(ñ) buruged (buzhug) deus i vri (e fri) pa ve(z) lavaret e galleg neu(ze) tenn.. ‘tirer les vers du nez’. Mat, henna(ñ) (hemañ) zo ?1 (e)-giz ur velfedenn (ur velc’hwedenn) petram (peotramant) ur vurugenn (ur vuzhugenn) ; na (a) ve(z) lavaret deus on (un) den a chom da ruza(ñ), ne ya ke(t) gwall vuen (gwall vuan) ganti. Hage pa ve(z) fardet krampou(e)zh (e) ve(z) lavaret ar (al) lapin deus ar grampou(ezh)enn genta(ñ) a ve(z) fardet pe(o)gwir honna(ñ) (homañ) a ve(z) taolet d’ar c’hi petram (peotramant) d’ar c’hazh peurvuia(ñ). Mat ! ha chom da droy (da dreiñ) ar bis dre a(l) lost, na (a) v(ez) lavaret chom hep ober netra pe(tr)a, deus i (e) amzer."
Andreo Seznec

?1 dreusk (?)
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Ostatu
Major; Mestr; Maestro
Major; Mestr; Maestro


Nombre de messages : 5563
Age : 50
Localisation : Lutetia Parisiorum
Date d'inscription : 09/04/2007

MessageSujet: Re: Teñzor ar brezhoneg   Lun 21 Juil 2008 - 20:17

Teñzor ar brezhoneg du 03-11-2003

"Pantalon, se zo sklaer, se zo... euh se zo sklaer euh tou’n dud (an holl dud) (a) oar (ne) ve(z) ke(t) (ne) ve(z) ket (e)-koste(z) euh (e)-koste(z) Kemper (ne) ve(z) ke(t) lâr(e)t bragoù kemen(t)-se (e) ve(z) lâr(e)t kentoc’h otoù kwa ; se zo deut deus ar galleg i(v)e(z). Deus ar mar(e) a (e) vije implijet ‘des hauts-de-chausses et des bas-de-chausses’. Se zo kaoz ‘b’ar mare, b’ar, b’ar, b’ar vro-se i(v)e(z) (e) ve(z) lâret basoù pe baseier ha n’e(o) ke(t) loeroù, loereier (e)vit euh ‘chaussettes, socquettes, bas’ traoù e-giz-se kwa. Ya, añfin (e)vit (e)vit (e)vit an dilhed (dilhad) a zo gerioù, gerioù ... beñ lod, lod zo deut deus deus ar galleg, se zo... (e)vel ‘ve(z) lâret : marinedoù pe traoù e-giz-se (e)-kostez bord ar mor e Gwen... e Gwened-Uhel (e)vit euh e-lec’h, e-lec’h lâr(e)t bragoù just a-walc’h. Pe(o)gwir e oa ur mod, ur mod deus tud ar mor, deus ar besketaerien, euh de (da) 'n em wiskañ kwa.
Pé (pa) vije (veze) un tamm... un dra bennaket disheñvel vije (vez) kavet ur poz diheñvel kwa. Met boñ (e)vit chom gan(t) euh panta... gan(t) pantalon tou’n dud (an holl dud) a oar euh e ve(z) kavet ar ger lavreg, la(v)reg (e)-barzh un tamm korn deus Bro-Leon, lodenn.. a(l) lodenn bellañ tout deus Bro-Leon. Ha neuze euh amañ (e)-barzh ul lodenn bellañ deus Gwened, deus euh... deus Gwened bord ar mor. Heñ pezh a ziskouez sklaer e vije (veze) e vije (veze) lâr(e)t n’onn ke(t) peva(re) ? ishpenn (ouzhpenn)... matreze (marteze) ishpenn (ouzhpenn) mil bl(o)a(z) so (e) vije (veze) lâr(e)t lavreg (e)-barzh (e)-barzh Breizh a-bezh kwa. Hag ur ger neve(z) bragoù, ? zo deut goude heñ e c’heller lâr(e)t matreze (marteze) kaset a bep tu deus... deus koste(z) Kareiz heñ. Kareiz zo bet a-bouez (e)-pad (e)-pad pell (e)vit (e)vit aferioù yezh. Hage boñ (e)-barzh kornioù zo (e) vije (veze) c’hoazh kad (kavet) gerioù ell (all) (e)vit traoù resisoc’h kwa evel-just, brageier martolod deus un tu euh boñ neuze Kemper ‘n eus ‘n eus kavet ar ger ar ger ot.. otoù kwa matrez(e) (e)vit matrez(e) (marteze) (e)vit euh euh un un doare bragoù (ne) oa ke(t) heñvel tre deus re o amezeien, se zo ka(z)i sur kwa. Boñ me(t). Ya, añfeñ cheñch... cheñchaman(t) a vije (veze) pe(o)gwir e ve.... (añ)feñ evitom(p)-ni (evidomp-ni) bremañ euh matreze (marteze) n’e(o) ke(t) n’e(o) ke(t) euh n’e(o) ke(t) sklaer a-wechoù gwelet pe? e... e chañch gerioù ?. Breizh-Izel (a) chañch gerioù ali(e)s n’eus ke(t) moienn d’en em gompren deus deus o (ur) c’hanton d’egile. Me(t) ret e(o) kompren penaos e(o) be(t) c’hoarve(z)et an traoù ha forzh peseurt mod tou’n dud a ouie deus deus an diferañs neuze kwa setu (ne) oa ke(t) un dra (e)vit (e)vit harza(ñ) an dud d’en em gompren."
Jean-Yves Plourin
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Ostatu
Major; Mestr; Maestro
Major; Mestr; Maestro


Nombre de messages : 5563
Age : 50
Localisation : Lutetia Parisiorum
Date d'inscription : 09/04/2007

MessageSujet: Re: Teñzor ar brezhoneg   Lun 21 Juil 2008 - 20:21

Teñzor ar brezhoneg du 07/04/2007

"Be(z) zo tud ne (c’)haller ke(t) gouzañv (a)ne(zh)o, tud hegasus pe(tr)a. Penn-moñs, ur penn-moñs zo on (un) den ? a ra ur penn vil tra penn (n’e)ma ke(t) (e)n i (e) vleud pe(tr)a. Hennezh zo ur penn-moñs. Pe(o)traman(t) fas-koad, on (un) den yin (yen) zo ('z eu(s) ?) tamm santimant mod ebet war e (i) visaj morse. Hennezh zo ur fas-koad.

Pe(o)tram(ant) fas-krog, on (un) den ne zistardo ket e javedoù, e vuzelloù gwech ebet da vousc’hoarzhin da zen pe(tr)a. Hennezh a zo ur fas-krog pe(tr)a, a chom krog penaos i (e) vuzelloù pe(tr)a.

Mod-all on (un) den prim-sot on (un) den a ya kalz re vuan ga(n)ti, hervez i (e) imor, techet d’ober an traoù, traoù fall, ha drouk kentoc’h pe(tr)a."
Andreo Sezneg
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Ostatu
Major; Mestr; Maestro
Major; Mestr; Maestro


Nombre de messages : 5563
Age : 50
Localisation : Lutetia Parisiorum
Date d'inscription : 09/04/2007

MessageSujet: Re: Teñzor ar brezhoneg   Mar 22 Juil 2008 - 0:55

Teñzor ar brezhoneg du 27-05-2003

"Kaoz kann ato (atav) : me (a) chiko ‘neoñ (anezhañ) gan(t) ar mailh, (peo)tram(ant), brema(ñ) touchen (touchant) e tra(p)in i (e) veg deoñ (dezhañ), me (a) zivou(z)ello ‘neoñ (anezhañ). Me (a) chiko ‘neoñ (anezhañ) gan(t) ar mailh, brema(ñ) touchen (touchant) (e) tra(p)in i (e) veg deoñ (dezhañ), pe me zivou(z)ell(o) 'neoñ (anezhañ) pe(tr)a.

An ? all (an hini all) en (d)eus moñset (a)ne(zh)i, an hini all en (d)eus moñset anezhi, neuñ (neuze) groaet (graet = roet) on (un) taol dorn de(zh)i."
Andreo Sezneg

Ce n'est qu'une proposition. Je ne suis pas du tout sûr pour : (e) tra(p)in (par ex.)
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Ostatu
Major; Mestr; Maestro
Major; Mestr; Maestro


Nombre de messages : 5563
Age : 50
Localisation : Lutetia Parisiorum
Date d'inscription : 09/04/2007

MessageSujet: Re: Teñzor ar brezhoneg   Mar 22 Juil 2008 - 0:59

Teñzor ar brezhoneg du 05-05-2003

- Honneñ (honnezh) ‘n eus (he deus) daoulagad lamm ‘ba’r park ; na (= se ; diwar an dra-se ?) (a) ve(z) lavaret diwar-bouez or (ur) plac’h (a) ve(z) c’hoant paotr ga(n)ti. Honneñ (honnezh) ‘n eus (he deus) daoulagad lamm ‘ba’r park.
- (e)ma o c’hortoz e kasfe unan bennak (a)ne(zh)i d’ober ul lamm d’ur park.
- (e)michañs pe(o)gwir gwechall oa e-giz-se pe(tr)a. (Ne) oa kin (ken) lammat dreist ar c’hleuñ (d’ar c’hleuz) hag a ve(z)er (vezed) kuzh(et) mat pe(o)gwir d’ar mareoù-se oe kleuñioù partout pe(tr)a, en-dro d’ar parkeier neuñ (neuze), pa ve(z) (veze ?) pardonioù sur (a)-walc’h ve(z) (veze ?) graet e-giz-se pe(tr)a.
- ‘c’hortoz da bikañ an taol ba’r foenn kwa.
- ya ‘ba’r foenn pe kentoc’h ‘ba’r park.

Euh ya, ano (eno ?) zo un dro-lavar neuñ (neuze), pe(o)gwir re ar vro vigoudenn diwar-bouez miec’hed (merc'hed) an tu all deus ar stêr Oded (Odet) pe(tr)a. Neuñ (neuze) pa zeu ur paotr re dost dezho, in(t) zo kustum da la(va)r(et) : gwrez (gra) din ar pezh teus c’hoant me(t) na jifonez (chifonez) ket ma c’holier ; gwrez (gra) din ar pezh teus c’hoant me(t) na jifonez (chifonez) ke(t) ma c’holier. Ar re zo ur plac’h ... miec’hed (merc'hed) fichet (e)-giz ma... ma ouzit (ouzoc’h) mat pe(tr)a.
Andreo Seznec
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Ostatu
Major; Mestr; Maestro
Major; Mestr; Maestro


Nombre de messages : 5563
Age : 50
Localisation : Lutetia Parisiorum
Date d'inscription : 09/04/2007

MessageSujet: Re: Teñzor ar brezhoneg   Mar 22 Juil 2008 - 1:00

Teñzor ar brezhoneg du 09-11-2003

Deus (ouz) taol bepred e vije (veze) e vije (veze) ret d'ar vugale chom peuc'h (peoc'h) ha ma ne raen(t) ket (e) vije (veze) lâr(e)t ze (se) dê (dezhe) : peuc'h (peoc'h) ha boued ha bac'hajoù (bazhadoù) ma ve(z) ret. Boñ bac'had, bazhad, un taol bazh, bõn war ar memes sistem zo (ez eus) be(t) savet un toullad gerioù.

Euh lake(t) 'm eus amañ de (da) skouer euh : senkellad, ya deus ar ger senkell na ve(z) ke(t) implijet kalz kin (ken), hag a zo o (ul) lerenn vras kwa, o (ur) senturenn ma (ho) peus c'hoan(t) kwa. Euh pe neuze on (un) espes sous-ventrière (a) ve(z)e (?) lak(a)et d'ar c'hezeg. Boñ euh da lâret eo pe pe (pa) vije (veze) skoet gan(t) o (ur) pezh ler e-giz-se, ze zur (se zo sur) a (e) rae droug. Tapet o (ur) senkellad, deja oa o (ur) pezh taol kwa.
Jean-Yves Plourin
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Ostatu
Major; Mestr; Maestro
Major; Mestr; Maestro


Nombre de messages : 5563
Age : 50
Localisation : Lutetia Parisiorum
Date d'inscription : 09/04/2007

MessageSujet: Re: Teñzor ar brezhoneg   Mar 22 Juil 2008 - 1:01

Teñzor ar brezhoneg du 08-11-2003

"Boñ euh ma ve(z) implijet euh o (ur) benveg bennaket euh evit skeiñ (e) ve(z) alies lak(a)et an dibenn "ad" war ar fin. Ma ve(z) roet on (un) taol bazh heñ on (un) taol bazh, e-lec'h lâr(e)t on (un) taol bazh zo moaien lâr(e)t i(v)e(z) o (ur) vazhad kwa heñ, pe o (ur) vac'had. Tou(t) (a)n dud (an holl dud) (a) oar pet(r)a (a) rae kaout fest ar vazh heñ, fest ar vazh.

Pa ve(z) meur, meur, meur a daol (e) ve(z) lâr(e)t bac'hadoù pe bac'hajoù heñ euh (e)vel pe (pa) vije lâr(e)t d'ar vugale, d'ar vugale 'ba'r gêr, re re (ne) vijen(t) (vezent) ket fur a-walc'h deus (ouzh) taol da skouer (e) vije (veze) lâret dê (dezhe) euh : peuc'h (peoc'h) ha boued ha bac'hajoù (bazhadoù) ma ve(z) ret kwa. Ur mare so bet deus (ouzh) taol bepred e vije (veze) e vije (veze) ret d'ar vugale chom peuc'h ha ma ne raen(t) ket (e) vije (veze) lâret ze (se) dê (dezhe) : peuc'h ha boued ha bac'hajoù ma ve(z) ret. Boñ, bac'had, bazhad, un taol bazh, war ar memes sistem zo (ez eus) bet savet un toullad gerioù."
Jean-Yves Plourin
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Ostatu
Major; Mestr; Maestro
Major; Mestr; Maestro


Nombre de messages : 5563
Age : 50
Localisation : Lutetia Parisiorum
Date d'inscription : 09/04/2007

MessageSujet: Re: Teñzor ar brezhoneg   Mar 22 Juil 2008 - 1:02

Teñzor ar brezhoneg du 07-11-2007

"O (ur) bern traoù, o (ur) bern gerioù, o (ur) bernioù pojoù (pozioù) a ve(z) implijet (e)vi(t) diske (diskouez ?) d'an dud (n)e vêr (vezer) ket kontan(t) pe evi(t) skoiñ gante... pe (e)vit o(be)r (e)vit ober aon pe... a-raok skeiñ a (e) ve(z)... ve(z) klaske(t) spontañ an dud, pe fougeel (fougeal), pe (a)-bep seurt traoù kwa, taolioù a deu (a zeu) a-barzh a(r) fin kwa.

Matreñ (marteze) a ve(z).. ma ve(z) kaozeet deus ze (se) de de (da) gentañ euh (e) c'heller lâr(e)t dre vras neuze euh... pe (pa) ve(z) implijet or (ur) poz e brezhoneg (e)vit merkañ, (e)vit lâr(e)t an taol añfeñ (e)vel e galleg, un coup de quelque chose, un coup de pied, un coup de... e brezhoneg euh (e) c'heller neuze zevel (sevel) ur poz, añfeñ añfeñ ar yezh neus savet pojoù, gan(t) euh, da gentañ diwar anv or (ur) benveg bennaket heñ alies pe neuze euh diwar euh pezh euh pezh a ve(z) graet deus o(r) (ul) lodenn deus ar c'horf kwa euh... un anv (e)vel (e)vel (e)vel penn, (e)vel dorn pe..."
Jean-Yves PLOURIN

Diske, forme déjà rencontrée, sûrement la prononciation de diskouez du côté de Saint Servez.
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Ostatu
Major; Mestr; Maestro
Major; Mestr; Maestro


Nombre de messages : 5563
Age : 50
Localisation : Lutetia Parisiorum
Date d'inscription : 09/04/2007

MessageSujet: Re: Teñzor ar brezhoneg   Mar 22 Juil 2008 - 18:02

Teñzor ar brezhoneg du 21-07-2003

"Setu, kaoz zo bet dija deus penaos ... (e)vit unan zo en e aez, en un tu bennak, pe en e vuhez a zo dinec'h, e ve(z) lâret : (e)ma en e vleud, pe en he bleud, ha setu (e)vit unan n'en em gav ke(t) mat un tu bennak (e) ve(z) lâret : ema (e)-giz ur pesk en ur bod-lann. Me(t) just a-walc'h pa ya fall-tre an traoù, pa ve(z) klañv unan bennak a spered e ve(z) lâret e Kemper d'an nebeuta(ñ), tro-dro da Gemper, aet e(o) da ti Boum (da di Boum), aet eo da di Boum, pe aet e(o) da dreiñ a(r) rod vras 'ba Kemper (da Gemper). Setu gwechall sur a-walc'h, 'ba ospital Gourmelen , 'ba Kemper, 'ba ospital (e)vit a(r) re zo klañv o spered (e) oa ur rod vras un tu bennak, setu (e)michañs (e) vo dav cheñch an dro-lavar. Me(t) bon betek-henn (e) ve(z) lâr(et) : aet e(o) da di Boum pe aet eo da dreiñ ar rod vras 'ba Gemper (da Gemper), (e)vi(t) lâr(et) : unan a ve(z) kaset da ospital Gourmelen."
Gilles PENNEC
Revenir en haut Aller en bas
Voir le profil de l'utilisateur
Contenu sponsorisé




MessageSujet: Re: Teñzor ar brezhoneg   Aujourd'hui à 21:19

Revenir en haut Aller en bas
 
Teñzor ar brezhoneg
Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Revenir en haut 
Page 1 sur 2Aller à la page : 1, 2  Suivant
 Sujets similaires
-
» Geriadur ar brezhoneg komzet / Dictionnaire du breton parlé
» Lodenn ar re o kregiñ gant ar brezhoneg
» Kanomp e Brezhoneg
» Kuzul ar Brezhoneg : katalog Nedeleg
» Penaos lâret (skrivañ) an deiziad e brezhoneg ?

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
ACADEMIA-CELTICA :: Linguistique. Littérature. Légendes :: Bretagne. Breizh. Bertaeyn. Brittany-
Sauter vers: