Trouvé dans un tout petit livret de cantiques, sans références, mais probablement issu d'une école chrétienne (trégorroise ?), des années 1930.
N« 133. —
Iliz ma farouz.
WAR DON N° 133.
1. Zalud d'ac'h, iliz ma faroz,
Zalud iliz ma zadou koz,
Ma c'halon a zeu da doman,
Iliz santel pa ho kwelan !
2. Ma c'halon a zeu da doman,
Ha ma daoulagad da ouelan,
P'ho kwelan, iliz veniget,
Rak enoc'h on bet badeet !
3. Zalud d'an tour zo war e ben
Kroaz hen Zalver, zin ar c'hristen ;
Zo en e greiz klec'hier o son,
E peb mare hag e pep ton.
4. D'in-me, devez ma badeiant
Klec'hier zakret, c'houi zone drant;
Ha pa dei devez ma maro,
C'houi truezus d'in a zono.
5. Ma zud em rok, pelzo amzer,
A leze labour ha tier,
Bep sul, bep gouel, evit diskuiz
Gant Jezus aman 'n hon iliz.
6.Nag a wej a mam, daoulinet,
En ilis-man a n-euz pedet.
Pedet evit he bugale,
O skuill daerou war ar pave !
7. Aman ez on bet divec'het
Gant ar belek euz ar pec'het ;
Tanveit am euz ouz an dol-man
Jezus evit ar wej kentan.
8. Gwelet a ran tron ar Werc'hes,
Mam hon ine, ma Rouanes :
O Mari, ben gouzout a ret,
A viskoaz am euz ho karet !
9. Me wel ive portret ar zent
A ro d'imp harp a-hed an hent :
En o zouez me wel hon Patron
N'ankouaïn biken e bardon !
10. Morse ne gavis eul lec'h al,
Nag en Arvor nag a Bro-C'hal,
D'am daoulagad ken dudius,
D'am c'halon ken karantezus !
ll.Chom a rin beteg ar maro,
Tost d'am iliz, e krez ma bro :
Me fel d'in bezan intéret,
Gant ma zud koz en hon bered !
12. Deiz ar varn, p'hon galvo Doue,
Bev e savimp ol euz ar be,
Da vont euz ilis ar barouz,
Trezeg ilis-ar-Baradoz.
Ar Sk. ha K.G.
----------------
JCE