An nevez hañv
Deuet eo an nevez hañv
Laka da votoù skañv
Ni a yelo er pradoù
Da gutuilh bisigoù.
Bisigoù ’vel kleier
O krenañ war ar c’hleuzioù
Marteze o deus riv
N’eo ket tomm an amzer.
Ni ’gutuilho ivez
Bleunioù kala-Mae
A stummo bokedoù
Evit ober profoù.
Naig Rozmor