Chomet on souezhet gant ur frazenn kavet en un niverenn gozh eus Feiz ha Breiz. Ken souezhet ken em eus bet c'hoant kinnig deoc'h un tamm c'hoari. Lennit ar frazenn-se, pe, kentoc'h, darn anezhi, evit lâret ar wirionez penn-da-benn, ha skrivit war ar forom 'pezh a intentit ha penaos e vefe troet e galleg ganeoc'h. Arabat truchañ mar-plij ! Aezet e vefe kaout an destenn a-bezh gant sikour Internet, met fentusoc'h eo klask komprenn an tamm skrid evel e roan deoc'h.
Setu ar frazenn :
mes un dra hag unan a garie dreist pep tra war an douar
(a garie = a gare)
Ur banne Corona d'ar re a gavo ar respont mat !