|
| Maria PRAT : Eur barr gleskered | |
| | Auteur | Message |
---|
Marc'heg an Avel Admin
Nombre de messages : 7733 Age : 77 Localisation : Lannuon / Lannion. Breizh Izel Date d'inscription : 27/03/2007
| Sujet: Maria PRAT : Eur barr gleskered Mer 12 Juin 2013 - 14:18 | |
| en yez treger bev. Tampi 'wid ar re o ziwskouarn re sensibl ---------------------------------- EUR BARR GLESKERED Kredet ahanon pe na gredet ked,
An istor a zo gwir bepred. Ya, biken ne ankouain ar bevar warn-ugent a viz goueren. E oan war vord ma gwele o tibikouzi ma daoulagad da zeiz eur deuz ar beure, pa glevis eun amezeg o huchal warnon (ha war an dud all):—"Deut! deut! da weled ar parachutisted!"Pa digore an dud o dor, e felle deze kouezan war o fenn-a-drenv. Goloed ar ru gand eur milion a donseged pe gleskered, toud memez ment. Ne oa ked breudeur vihan na c'hoarezed braz, ne oant ked brasoh evid eur wenanenn. Setu pellgomzed dustu d'ar journalisted, d'ar bomperien. Arrued skubelenn vraz Lannuon.Da hortoz se, e oa pep hini gand e skubelenn vihan o tiarbenn hag o harz an douristed vihan-ze da vond en tier.Med breman, euz peleh e oa deud ar barr gleskered-se?Me, eme unan, hag a zo o chom e kreiz skalierou Berlewane, a zo bed divuned da c'hweh eur gand eun droug drol, evel eun dra bennag o tiskenn ar vins a-lampou. Breman e komprenan e oa ar rujumant gleskered-man o tond war-draon, bed o klask mond en iliz da 'n em walhi er pifîsin dour benniged. Ya, ar re-man zo 'vel vez lared, "des grenouilles de bénitier"."Donc", eme eun tourist," ils sont tombés du ciel. Quoi ? 'mome, du ciel ? D'un nuage, marteze. 'Velkent, er baradoz n'eus ked lakeed gleskered da hori, na Sant Per 'nije ked ive digored an nor d'ar re-ze da lampad war on hein.Ar pez zo sur, eme eun all, eh int kouezed deuz uhel, rag me 'm-eus santed eun toullad o kouezan war fons ma zog, ken eo anfonsed don beteg ma diouskouarn.Eun itron, gand eur botou dizolo, a lampas unan war he zroad. "O! la sale bête!" emezi, gand ar spont a reas eur lamp war eun torkad hag a frikas aneze, ken ma strinkas an druzoni gand kov he gar.Tud a oa hag a dastume gleskered en podou gwer da vired da greski.Darn all a lare, med ar re—ze a zo mad da dibri pa vont grilled. Kenkoulz ha bigorned pe "langoustines" (1) da gomans; n'eus netra finnoh evid "des cuisses de grenouilles".N'eus forz penôz, a zo renked dibri dioute er zoubenn pe 'n eur stumm bennag, peogwir er liorzou tro-war-dro, e oa leun er hôl pome hag er zaladenn.Eur hemener deuz ar ru n-eus dagtumed leiz e baner goad ha gand eun noade, tremened eun neudenn dreize ha grêd evel-se eur holier perlez d'e wreg hag eur chapeled d'e vamm-gaer.Ha breman, 'mije goulenned diganah petra a zonjet deuz ar barr gleskered-se? Pe 'h int chased gand eur barr oraj euz ar stank vraz, pe int skoed gand eun avion evel ma oa bed skoed an dorifor, bezan zo eun toullad bloaveziou zo?Da hortoz se, e arru treou zouezuz en on bro; warlene e oa ar mare du; 'vid ar bloaz eur barr gleskered. Ha petra vo da vloaz?Kentan tro, me laro dah.(1) grilled-sabr, e brezoneg.-------------------Brud Nevez. 1979JCE _________________ "Ne te borne pas seulement à respirer avec l'air qui t'environne, mais à penser désormais avec l'intelligence qui environne tout. La force intelligente, en effet, n'est pas moins répandue partout, et ne s'insinue pas moins, en tout être capable de s'en pénétrer, que l'air en tout être qui peut le respirer".
Marc-Aurèle. Pensées pour moi-même. Livre VIII; verset LIV".
| |
| | | PrincedeBarbin
Nombre de messages : 249 Age : 69 Localisation : An Henvoustoer - Hémonstoir Date d'inscription : 15/12/2008
| Sujet: Re: Maria PRAT : Eur barr gleskered Jeu 17 Juil 2014 - 22:39 | |
| Barradoù a bep seurt zo bet abaoe 1979, sur a-walc'h...
Un dra 'zo ha 'meus ket intentet er skrid-mañ : Eun itron, gand eur botou dizolo
Ur botoù dizolo ? | |
| | | Marc'heg an Avel Admin
Nombre de messages : 7733 Age : 77 Localisation : Lannuon / Lannion. Breizh Izel Date d'inscription : 27/03/2007
| Sujet: Re: Maria PRAT : Eur barr gleskered Ven 18 Juil 2014 - 9:08 | |
| - PrincedeBarbin a écrit:
Ur botoù dizolo ? Seurt klakoù, sur awalc'h ? JCE _________________ "Ne te borne pas seulement à respirer avec l'air qui t'environne, mais à penser désormais avec l'intelligence qui environne tout. La force intelligente, en effet, n'est pas moins répandue partout, et ne s'insinue pas moins, en tout être capable de s'en pénétrer, que l'air en tout être qui peut le respirer".
Marc-Aurèle. Pensées pour moi-même. Livre VIII; verset LIV".
| |
| | | jeje Major; Mestr; Maestro
Nombre de messages : 3489 Localisation : Naoned Date d'inscription : 25/10/2008
| Sujet: Re: Maria PRAT : Eur barr gleskered Sam 19 Juil 2014 - 7:05 | |
| langoustines: pa ne vez ket graet lañgoustined anezhe - ger gallek brezhonekaet - e vez lâret grilhed-sabl (distaget "sap"), etre Nevez ha Plougastell (arvor Kernev).
lañgoustined e Groe / Grway.
grigried e Lomikelig hag e Pleheneg (bro an Oriant).
(reve ICHB)
*dagtumet, lenn : dastumet.
an dorifor: c'hwiled (& ar Boched, an Almañted / Alamaned) | |
| | | Penn Koad
Nombre de messages : 16 Localisation : Bro Dreger Date d'inscription : 18/01/2015
| Sujet: Re: Maria PRAT : Eur barr gleskered Dim 25 Jan 2015 - 17:21 | |
| Ur barr gleskered ? Arru 'ra traoù war bed-mañ ! Ne meus ket gwelet sort-se c'hoazh, met bet 'meus lennet un tamm istoar evel-se ivez. Yeun ar Gow eo an hini 'na kontet anezhi 'ba al levr E skeud Tour bras Sant Jermen. N'eo ket digouezhet din da lenn anezhañ war e hed evit lârout ar wirionez met komzet 'vez deus se ba al levr Traditions populaires de Bretagne, du soleil aux étoiles embannet gant Coop breizh ha skrivet gant Daniel Giraudon. Aze emañ ar pezh a lâre Yeun ar Gow neuze : « Un deiz o tistroiñ diouzh Kastellin er wetur gant ma maeronez e voen test eus un dra souezhus-tre. Arnev a oa ha p'en em gavjomp e stankenn Toull ar C'hefeleg e rae pell dirazomp, e-kreiz sav Kervidant, ur gaouad c'hlav pounner na badas tamm. Ne oa ket kouezhet ur strinkad warnomp hag, en draonienn, e oa sec'h an hent. Uheloc'h avat, e oa goloet ar sav gant ur gwiskad tousigi bihan ha treut, krizet o c'hroc'hen rous, ha ken bitous pep hini hag ur pezh a wenneg.Ne greden ket ma daoulagad, dirak kement a dousigi bihan o virviñ re-bar d'ur grugell verien. Hervez ma maeronez e oant kouezhet eus ur goumoulenn ha, daoust ma ne c'hoarveze ket ur seurt tra gwall alies, e veze glav-tousigi a-wechoù. Hogen ne gouezhe morse, emezi, re vras eus an neñv hag ar re-mañ ne oant nemet re gozh, kurzet o c'horf ha krizet o c'hroc'hen gant ar gozhni. Ar re vras a gaver er parkeier a zo tousigi yaouank pe e-kreiz o brud. ». | |
| | | Contenu sponsorisé
| Sujet: Re: Maria PRAT : Eur barr gleskered | |
| |
| | | | Maria PRAT : Eur barr gleskered | |
|
Sujets similaires | |
|
| Permission de ce forum: | Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
| |
| |
| |