Er pennad stagell e ra anv eus stagellenn pe eus stag ar freilh. N'eo ket "stagell ar freilh" eta.
N'eo ket gwall sklaet ar geriadur-se diwar-benn stumm ar gerioù termenet a-wezhioù dre ma vod, evel er pennad-se, gerioù disheñvel, dezho ar memes grwizienn, er memes pennad.
Evel ma skriv Favereau e teu ar gerioù-se eus Enquêtes sur le vocabulaire breton de la ferme, gant Pêr Trepos. Stag freilh oa bet dastumet gantañ e Lanmodez ha stagellenn e Louannec. N'eo ket gwall sklaer ster ar gerioù-se avat el levr.
E geriadur Gregor Rostrenn avat ez eus ivez anv eus unan anezhe : Le lien qui lie le manche & la gaule du fléau Stag freilh, ere freilh, qevre freilh (pennad FLEAU)