It d'ober un tamm tro war lec'hienn Brezhoweb : ene e c'haller gwelet (ha pellgargañ memes, kement hag ober) ur film berr fentus (14 mn) e saozneg, gant un tamm kerneveureg. Gall' a raer choaz : istitlet e brezhoneg pe e galleg.
Souezhet e vefet oc'h anavezañ kalzig gerioù hag a zo heñvel deus ar brezhoneg ("gast" en o mesk !)
Na gollit ket amzer kar 'm eus aon ne chomo ket 'med beke fin ar miz-mañ !