Outre la célèbre gwerz, la gwerz suivante a été chantée (après avoir été recueillie par lui je crois) par YF Kemener sur le disque "An Den Kozh Dall" du groupe Barzaz :
GWERZ PONTKALLEG
"Savet d’ar Markiz Pontkalleg
a oe un den kriz a kalet
Un habit lien en doe lakaet
Evid ‘vehe ket bet anavet
Ka’ eñ ouie e oe treizet
B’ bourk Nignol ‘ ‘oe ‘n em guzhet
Bonjour deoc’h c’hwi Aotrou Person,
Asil ganeoc’h e c’houlennan
Tavet, tavet, Aotrou Markiz
Ka’ me ‘rey deoc’h c’hwi lonjeriz
Med ur paourig a Laouelan
en ‘oe eñ gwelet ba’ er gambr
Hag un devezh e klask e voued
Ba’ bourk Nignol ‘n ‘oe erruet
Bonjour deoc’h c’hwi Aotrou Person,
C’hwi rehe din an aluzenn
Mein a rey deoc’h c’hwi kant diner
Mein ho suppli larit ket ger
An deiz ‘arlerc’h, d’an abrede,
‘Oe ar paourig ba’ Gemene
Oe ar paourig ba’ Gemene
‘arlerc’h an Doaron eñ glaske
An Doaron braz a Gemene
‘bosez e dorn ‘ar e ziskoe
Deuit c’hwi ganeomp aotrou Markiz
Na deuit c’hwi ganeomp da Bariz
Ema e benn war ar pave
o ridellat gant bugale."