Dans le corpus de Jules GROS, on trouve : an deiz a hiziv et en deiz a hiziv.
"XVI. – Barr-Heol, niv. 62, Kerzu 1969.
Goulennit buan an niverenn-se ma n'hoc'h eus ket he lennet c'hoazh. Evit Va Bed Bugel gant Anjela Duval, c’hwec'h pajennad ha tregont hag a zo un drugar o lenn.
Linenn gentañ ar skrid,
« n'eus mui a vugale en deiz a hiziv » a ro digarez din da sellout a-dostoc'h ouzh ur gudennig. E pennad A. G., p. 71, e kavan kemend-all : « Tuberkuloziz (ar rouedenn-gof n’eo ket en deiz a hiziv ur c'hleñved boutin ». Hag e pennad Abherel e kaver div wech, p. 62 ha 64, hiziv an deiz. Gwall implijet e vez an troioù-lavar-se gant ar skrivagnerien bremañ, a vije lavaret. Ha ne lenner ket ivez, dindan bluenn R. Hemon, er « Bed Keltiek » niv. 130 : « dianav-krenn d’al lennerien a hiziv » en ul lec'h ma c'hortozfed kentoc'h a vremañ.
Evit hiziv an deiz ne gav ket din bezañ klevet gwech ebet netra da dostaat outañ. E lennet am eus avat meur a wech e Dihunamb ar bloavezhioù 1908-1909 ; lakaomp eta ez eo un dro-lavar a vro-Wened. Evit an deiz a hiziv e oan un tammig nec'het gantañ. Disadorn, en ur selaou ar radio em eus gouvezet ar perak, hag e klevis en ur pennad kaoz ar stumm anavezet mat ganin : en deiz hirio. Hep a ebet ennañ avat ; hag an distagañ evel ma vije bet skrivet « en deis sirio » a laka anat an dra. Ne ouzon ket hag-eñ eo anavezet « en deiz a hiziv » e lec'h pe lec'h, ar pezh a zo sur avat eo ez eo anavezet-mat en deiz hiziv."
Notennoù yezh war zigarez lenn - F. Kervella - Al Liamm