Salut deoc'h !
Hervez Yann Gerven (Notennoù yezhadur, Al Liamm, 2012), ez eo ret chom hep ober ar c'hemmadur "pa vez ur renadenn anv genitiv o heuliañ un anv all". Reiñ a ra ar skwerioù-mañ :
Ober tro kêr, tro Breizh ; foar Mezheven ; kalon Mari ; mamm Doue...
Skol "Emgleo Breiz" ne seblant ket bezañ a-du gant ze.
War
e lec'hienn, en deus A. ar Merser "difaziet" ur barzhoneg gant F. an Uhel.
Skrid orin : Rag te, iez koz, eo buhez Breiz !
Doare A. ar Merser : Rak te, yez koz e' buhez Vreiz !
Me a vefe chomet hep ober ar c'hemmadur...
Kervella a ro :
§140 : Tud Vrest. (N'em eus ket soñj bezañ klevet "Tud Garaez", " tud Gergrist" pe "tud Goadou" ??
Hag evit "Anna B/Vreizh" : War a seblant, e kaver alesoc'h : Anna Vreizh...
Yann-Fañch