Ostatu Major; Mestr; Maestro
Nombre de messages : 6623 Age : 57 Localisation : Lutetia Parisiorum Date d'inscription : 09/04/2007
| Sujet: Re: Le TUNODO, argot des nomades Dim 2 Nov 2008 - 22:48 | |
| Taouanenn = pouilleux, mendiant, pauvre... | |
|
Ziwzaw Racine; Gwrizienn; Root
Nombre de messages : 350 Age : 49 Localisation : traou an daou dour Date d'inscription : 24/04/2007
| Sujet: Re: Le TUNODO, argot des nomades Dim 2 Nov 2008 - 23:41 | |
| Pour vous faire les dents , une petite leçon de tunodo dans un extrait de An tornaod de "Paotr Juluen" (GOUR-NA-GIL) Julien CLISSON [1883-1945], Editions d’Arvor, Guingamp, 20 février 1935, 200 pages. - p. 81 -EUR BREZEGENN DA ANAOUT TREFOEDACH AR ROC'HIZ N'hallan ket tremen koulskoude hep komz amañ eus eur farserez am eus klevet kant ha kant gwech, hag en deiziou diweza zoken, gant tud kenoad ganin. Ha ma choug, a drugarez Doue, a zo pell diouz beza pleget dindan bec'h ar gozni. O, n'eo ket eun nevezenti ! Ha n'eo ket dre ma fell d'in etre bourd ha fars lavarout ar wirionez da gals, pe 'n em zislavarfen a-grenn. E Treger gant an holl ez eo anavezet ma istor. Eur sulvez bennak, abaoe ez eus pell, ne oa ket dec'h ez oa, an Aotrou Person a oa neuze e kêr Ar Roc'h, eun den teodet mat, lemm e douchenn, (ar wrac'h he doa e zistagellet n'he doa ket laeret he femp gwenneg), an Aotrou Person a c'hoantaas 'ta rei eun tammig mel d'e barrozianiz. - « O, Roc'hiz kaez, emezañ, tud a galon, tud a baon, sammet a-bell, sammet a-dost….. - « Mañ ine, goût a oar diori e vorn da gragachat, hor raton vreoz. Rei a ra mel d'hor jes, betek gant ar gloge, a lavaras Gwill an Teuz azezet e-traon an iliz, en eur cheñch tu d'e chaog-butun.» - p. 82 -- « Sammet a-bell, sammet a-dost…. met siouaz... hag ar wirionez, daoust d'ezi da veza kazus da glevout a-wechou, ha ker kazus ma laka da ruzia ar c'hablus, rankout a ran he disklêria evel ma 'mañ... sammet eta, met…. siouaz... sammet gant traou laeret alies….. - « He ! Tunik 'ta ! Glevez ket bremañ, eme Will, en eur rei eun taol-ilin da Chêl ar Babao, e anbrellin, petra 'dunik hon rup vreoz, gant e jargilh raton ?... Deus er-maez ar c'houez Manuel-mañ ! »Hag hon daou lakepod a-raok en eur lakaat an nor da strakal war o lerc'h…. - Ya, Chêl, ar pez divergont a igreker koz... Goût a oar miñsonardi gant i glank ?... Diori e vorn d'ober caymanded ganimp ! N'eus nemet tunodou miñson gant i jes. Ret eo e vefe tremenet i jes bua Kanbre, pe a nefe bet eun tok pilon ; nemet aet a vefe i jes dinann palhplun dê Lañsogne, da gargañ penton i jes a zousilh-tan pe a Woad-ouc'h. Rup ar vilach, eur paotr trut, pa gavo ar jalod koz-se ec'h ober e voriz war ar beoz, sur, a gano pouilh d'i jes. Klevet a ray gantañ e « Santa Maria », hon raton gourd ! Ar rup vilach a voyenno da c'houeza lukann i jes. Ar c'hlankour roget ! Pa zeuio an amzer c'hourd, e c'hallo c'hoaz mont da glask Pierig paregzamp, pe da welout ar pap, pe da gillori Izabel da di pod c'houez Doue, evit kaout eur bannac'h diwar i vamm, rak plijout a ra d'ezañ mougañ eur vlewen. Met pa zeuy d'am c'houez, en eur hijan brizilhonou an Aotrou Doue, da lugna, gant e bewar lagad, ma mammel gleuz, evit suna mougaw, ha d'ober e fistoulik, e vo miñson i jes hag e vo divoaret da ric'houignat war ar beoz ». - (Sellout ouz ar « Revue Celtique : Etudes Bretonnes », du-mañ ha du-hont). …………………………………………………………………………………………………………… - p. 83 -Evel ma welit, ya, ma komprenit, ne zaleas ket soubenn an Aotrou Person da zont da veza treñk evit eun nebeut, ha Gwill, e chapeled da zirolla. Setu aze ivez penaos e vez distreset eur yez pa ne vez ket bet desket ar yezadur ( grammaire) anezi na kuzuliet ar gériadur ( dictionnaire). Met a-raok mont pelloc'h betek gouzout e vefe c'hoaz kemeret brezoneg Gwill an Teuz evit brezoneg lennegel, gant eun nebeut tud aheurtet hag 'eo evel eur spontailh evito an distera nevezinti, setu amañ, e brezoneg ar bobl ha brezoneg reiz war-eun-dro, ha skrivet ar muia em eus gallet (pell emañ c'hoaz, siouaz, Yann diouz e gazeg), hervez doare-skriva ar brezoneg lennegel, petra 'lavare hor Gwill, en e drefoedach, d'e vignon Chêl, Gwill a oa eur paotr difripon. Ne selle ket berr. Gouzout a rae mala groz. Ne oa ket eston, kollet evel m'en doa ouspenn an hanter eus e zent. Na pet na dorront ket 'ta o dent dre forz chaokat brud-vat o nesa !.... - « Ma ene, gouzout a ra kaozeal, hor person ?.... Rei a ra mel d'imp betek gant ar gloge…. He, selaou 'ta ? Ne glevez ket breman…. petra lavar ar person, gant e gof bras ? Deus er-maez an iliz-mañ... Ya, Chêl, ar pez divergont koz a zo anezañ !... Na pebez teod fall ?.... Digeri e c'henou da ober laeron ouzimp !..... N'eus nemet gevier gantañ !.... Ret ma vefe kollet e benn gantañ, pe e vefe trôet war e spered….. Nemet mezo-mat e vefe, karget gantañ e gof bras a hini-kreñv, pe a win ruz. « An Aotrou Maer, ha n'eo ket eur sot, pa gavo an hailhon koz-se oc'h ober e zidalvez war ar ru, a lavaro, sur, e « jeu » d'ezañ. Klevout a ray ar person e begement. An Aotrou Maer a gavo brao an tu da c'houeza e fri d'ezañ. Ar genou bras a zo anezañ !... Gallout a ray c'hoaz, pa vo brao an amzer, mont da di ar sakrist, da eva mi- - p. 84 -kamo, rom pe hini-kreñv... evit kaout e werenadig ?... E vannac'h a ya ken brao gantan !... « Met pa zeuy du-mañ, e chapeled gantañ en e zourn, e lunedou war beg e fri, da welout ma hini-goz, da gaozeal brao outi evit kaout eur gwenneg bennak, e vo trempet d'ezañ eus toull ar bero, ha taolet er-maez da c'hrozmolat war ar pavez. - Pa lavaren d'eoc'h ez oa teodet-mat Gwill an Teuz ! ! ! » Met bez en doa ivez, siouaz, eur genou lous. Ne chome gwall-deodad ebet da lavarout war e lerc'h. Le texte a été réédité dans Hor Yezh, niv. 184-185, miz genver 1990, pp.50-52. | |
|
Ostatu Major; Mestr; Maestro
Nombre de messages : 6623 Age : 57 Localisation : Lutetia Parisiorum Date d'inscription : 09/04/2007
| Sujet: Re: Le TUNODO, argot des nomades Mer 8 Avr 2009 - 14:39 | |
| | |
|
Ostatu Major; Mestr; Maestro
Nombre de messages : 6623 Age : 57 Localisation : Lutetia Parisiorum Date d'inscription : 09/04/2007
| Sujet: Re: Le TUNODO, argot des nomades Dim 9 Mai 2010 - 14:44 | |
| gourd = mat = bon, excellent...
"Hennez an euz bet eur wammel gourd, celui-là a eu (s'est marié) avec une femme excellente."
" Eun talar gourd, un bon repas"
"Journée gourd : bet a zo tariek, bonne journée, il y a eu du pourboire."
"E-barzh ar c'houez-man a zo ostanted gourd, dans cette maison-ci, il y a des gens (maîtres) excellents."
"gourd ar zousill hirr, bon (est) le cidre."
Source : L'argot des Nomades (1886) - Narcisse Quellien | |
|
jeje Major; Mestr; Maestro
Nombre de messages : 3489 Localisation : Naoned Date d'inscription : 25/10/2008
| Sujet: Re: Le TUNODO, argot des nomades Sam 1 Sep 2012 - 11:56 | |
| Petra a sinifi BTP in "supplément en ligne" gant Frañsez Favereau? BTP eo a za àr-lerc'h "tunodo", "lañgaj chon"... meur a wezh.
Quel sens a BTP dans le supplément en ligne de Francis Favereau?
Trugarez. | |
|
Contenu sponsorisé
| Sujet: Re: Le TUNODO, argot des nomades | |
| |
|