Mersi dit, Ziwzaw, gras dit am eus gallet gwelet zo forumoù all, ma c'haller lenn kozh kaozioù a bep sort ive !
Evidon-me eo splann : bezañ e-sell / e-soñj da (kavout a ran gwelloc'h gant un tired ive).
P'emaon ganti : alies e vez ankouaet an troiennoù-se gant tud an "Emsav" pa vezont o klask treiñ projet, ha hê-int neuze d'ober gant "raktres" ar muiañ ma c'hallont, evel-mañ :
"Nous avons le projet d'éditer un CD" = *Ar raktres hon eus da embann ur CD nevez* !!!
e-lec'h "Emaomp e-sell da embann ur CD nevez" hag a zo brezhoneg.