"Veig, gant e zent en e damm bara, a oa o lakaat lev etrezañ hag e di, hep muioc’h a ziskleriadurioù. Aes kompren perak." (p.74)
"Ha, kuit da gaout kaoz hiroc’h, e save ar paotrig, kerkent ha skarzhet e volennad stlipoù berv, da lakaat lev etrezañ hag e di." (p.160)
Skol Louarn Veig Trebern - Youenn Drezen (Levrenn I)
"Etrezi hag an ôter-vras e zo eun all ha nan eo ket ken kaer ; koulskoude e tiskoeer anei dalc'hmat d'an diavezidi : hini sant Edouard ar C'hovezour, bet roue Bro-Zôz eun nebeudig arôk digoue an Normaned." (p.81)
Ma beaj Londrez - An O.L. Leclerc
"Etrezi hag an orjal-dreineg, n'eus nemed lehed ar wenojenn striz, a deu hag a ya warni ar hedourien."
Tammou eñvorennou euz eun amzer griz - Yves Miossec
"Pa 'maint, ar gardian, ar zivil ha Per, o tiskenn skalier ti an archerien, ar zivil da genta, Per etrezañ hag ar zoudard, hemañ a gav mad derhel beg e fuzuill karget bepred stok ouz kein Per."
Tammou eñvorennou euz eun amzer griz - Yves Miossec