|
| Dornlevr krennvrezhoneg gant Goulven Pennaod | |
| | Auteur | Message |
---|
Steve Major; Mestr; Maestro
Nombre de messages : 137 Age : 72 Localisation : Paris Date d'inscription : 11/07/2007
| Sujet: Dornlevr krennvrezhoneg gant Goulven Pennaod Lun 16 Juil 2007 - 14:36 | |
| Daoust hag-eñv ûn bennâg neus essaeed ober ul lexik brezhoneg-galleg deus an terminologi yezhadurel e Goulven Pennaod, Dornlevr krennvrezhoneg? Ideoù interessant neus un aer da gaoud, med ffidambîe, n-eo ked aesed kompren 'neañ dre ar munud beb tro...
Steve | |
| | | Ziwzaw Racine; Gwrizienn; Root
Nombre de messages : 350 Age : 50 Localisation : traou an daou dour Date d'inscription : 24/04/2007
| Sujet: Re: Dornlevr krennvrezhoneg gant Goulven Pennaod Lun 16 Juil 2007 - 23:51 | |
| N'em eus ket bet lennet nemet ur pennad skrivet gantañ : notennoù war an niveriñ (Hor Yezh 213). Sur eo zo ideoù interessant ennañ met n'on evit lâret hag-eñ emañ ar wirionez gantañ... : dek / ugent / tregont / pergont... Gallout a rafes kas un tañva deomp eus e levr da lenn, n'anavezan ket anezhañ : pet pajenn 'zo ? Diwar petra eo savet ? | |
| | | Steve Major; Mestr; Maestro
Nombre de messages : 137 Age : 72 Localisation : Paris Date d'inscription : 11/07/2007
| Sujet: Re: Dornlevr krennvrezhoneg gant Goulven Pennaod Mar 17 Juil 2007 - 8:55 | |
| pp.10-12... "Resisadurioù a-zivout an anvadur"
1. An orioù Atorioù Kevorioù Ragorioù Bonorioù bonator bongevor bonragor Eilorioù eilator eilgevor eilragor
2. Ar skorañ - an od - ar moz - an arvez - ar c'hevaotadur
3. Ar c'hevaotadur a) anvel b) adverbel c) adanvel
4. Ar mozioù I. Mozioù arwantel A. Mozioù arwantel start B. Mozioù arwantel gwan II. Mozioù arvestel A. Arvestadoù a) Beziadoù b) Amveziadoù c) Diaweladoù d) Faltaziadoù
Faltaziadoù! Ya sur, 'moñ-me - derc'hel a ra da vond 'vel-sse a-hed c'hwec'h pajenn all c'hwazh! Med pa seller e kreis al levr (me so o h-essae labourad en deizioù-mañ war an doareoù divisoud ha sujañ e brezhoneg), deuzh pezh a gomprenan, e framm yezhadurel n-eo ked ken inossant-se. Se so kaos e oann o c'houll hag-eñv ûn bennag noa bed gwraed un astess konkordañss brezhoneg-galleg petramant brezhoneg-saosneg, blam da vond buannoc'h.
Steve | |
| | | Ziwzaw Racine; Gwrizienn; Root
Nombre de messages : 350 Age : 50 Localisation : traou an daou dour Date d'inscription : 24/04/2007
| Sujet: Re: Dornlevr krennvrezhoneg gant Goulven Pennaod Mar 17 Juil 2007 - 23:55 | |
| Koll ma fater a rafen abed a-walc'h me 'soñj gant sort gerioù ! Dija 'n'on ket deus deizioù kentañ ar sizhun... met aze bopred zo peadra da zont sod ! Te 'gaoze deus un torr-penn ! Petra 'glaskez just war an doareoù divisoud ha sujañ, aze marteze e c'hellin respont un dra bennak dit. | |
| | | Steve Major; Mestr; Maestro
Nombre de messages : 137 Age : 72 Localisation : Paris Date d'inscription : 11/07/2007
| Sujet: Re: Dornlevr krennvrezhoneg gant Goulven Pennaod Mer 18 Juil 2007 - 8:33 | |
| 'Hanta mad eo - merci bras dit Ziwzaw.
Sell amañ da heul un toullad goulennoù.
Kontant e veffenn da gaoud responchoù digant tud all ive, deus a beb ssort broioù disheñvel e Breizh-Isel.
Goulennoù diwar-benn an doare-divisoud:
1. Pehini a vez implijed en ho pro?
(pa) vezan, vezez, vez, vezomp, vezit, vezont, vezer (klañv) petramant (pa) vénn, ves, ve, vémp, vec’h, vént, vèr (klañv)
(pa) vezenn, vezes, veze, vezemp, vezec’h, vezent, vezed (klañv) petramant (pa) vîenn, vîes, vîe, vîemp, vîec’h, vîent, vîed (klañv) (pa) visenn, vises, vise, visemp, visec’h, visent, vised (klañv) -s- = /z/ (pa) vijenn, vijes, vije, vijemp, vijec’h, vijent, vijed (klañv)
2. Ma h-implijet “pa vijenn klañv”, daoust hag-eñv e vez gwraed un differañss j~ch ’tre
pa vijenn klañv ha ma vichenn bed klañv
3. Daoust hag-eñv so un differañss ’tre:
ma welffenn ’neañ e larffenn deañ ha ma weljenn ’neañ e larjenn deañ
ma meffe arc’hant e prenffenn an ti-se ha ma mije arc’hant e prenjenn an ti-se
4. Daoust hag-eñv so moyen da veskiñ stummoù en -ff- ha stummoù en -j-?
ma welffenn ’neañ e larjenn deañ petramant ma weljenn ’neañ e larffenn deañ
5. Daoust hag-eñv e ver teched da vired ar stummoù en -j- ewid an amserioù kevrenneg?
ma mije gweled ’neañ e mije lared deañ
6. Daoust hag-eñv so moyen da implijoud stummoù en -ff- en amserioù kevrenneg?
ma meffe gweled ’neañ e meffe lared deañ
7. Daoust hag-eñv so moyen da implijoud ar stummoù kozh vénn, etc.:
a) ewid an doare-divisoud?
ma veffenn pinwidig e veffenn kontant > ma vénn pinwideg e vénn kontant
b) ewid an doare-sujañ?
ne soñj ked din veffes kap d’ober se > ne soñj ked den e ves kap d’ober se
Ale, hast meus da lenn ho responchoù.
Merci bras da doud an dud!
Steve | |
| | | Ziwzaw Racine; Gwrizienn; Root
Nombre de messages : 350 Age : 50 Localisation : traou an daou dour Date d'inscription : 24/04/2007
| Sujet: Re: Dornlevr krennvrezhoneg gant Goulven Pennaod Jeu 19 Juil 2007 - 0:19 | |
| Sell-amañ apeupre ‘pezh a glevan hag ‘r pezh a lâran :
1. Pehini a vez implijed en ho pro?
ma mamm : (pa) vènn, vès, vé, vèm’, vèc’h, vèn’, vèr (klañv) (ma stumm eo kentoc’h) ma zad : (pa) vènn, vès, vé, vèm’, vèc’h, vèin’, vèr (klañv)
ma mamm : (pa) vijènn, vijès, vijè, vijèmp, vijèc’h, vijent (e = eu), vijèd (klañv) (ma stumm eo kentoc’h)
ma zad : (pa) véjènn, véjès, véjè, véjèmp, véjèc’h, véjeint, véjèd (klañv)
2. Ma h-implijet “pa vijenn klañv”, daoust hag-eñv e vez gwraed un differañss j~ch ’tre
ma mamm : pa vijènn klañv = ma vijènn bed klañv (prononciation identique)
(Meskañ a ran an daou : hini ma mamm ha hini ma zad ! )
ma zad : pa véjènn klañv ≠ ma vijènn bed klañv (prononciation différente)
3. Daoust hag-eñv so un differañss ’tre: ingal eo pehini an daou a lâr ar memes tra
ma welffenn ’neañ e larffenn deañ (komprenet ‘vez) ha ma welchenn ’neañ e larjenn deañ (implijet ‘vez, ha mann nemet se)
ma meffe arc’hant e prenffenn an ti-se (komprenet ‘vez) ha ma mije arc’hant e prenjenn an ti-se (implijet ‘vez, ha mann nemet se)
4. Daoust hag-eñv so moyen da veskiñ stummoù en -ff- ha stummoù en -j-? Ne gredan ket, darn a ra gant –ff- ha ni a ra gant –j-
ma welffenn ’neañ e larjenn deañ petramant ma weljenn ’neañ e larffenn deañ
5. Daoust hag-eñv e ver teched da vired ar stummoù en -j- ewid an amserioù kevrenneg? YA (peogwir ‘vez ket gant –ff- e-lec’h all)
ma mije gweled ’neañ e mije lared deañ
6. Daoust hag-eñv so moyen da implijoud stummoù en -ff- en amserioù kevrenneg?
Oaran ket, goul’ a rin... (“mijé gwelet” ha “mijé lâret”eo dimp e-barzh da frazenn), komprenet ‘vo met ne vo ket lâret, ne gredan ket...
ma meffe gweled ’neañ e meffe lared deañ
7. Daoust hag-eñv so moyen da implijoud ar stummoù kozh vénn, etc.:
a) ewid an doare-divisoud? N’eus ket !
ma veffenn pinwidig e veffenn kontant > ma vénn pinwideg e vénn kontant
b) ewid an doare-sujañ? N’on ket sur, me « lârche » kentoc’h :
ne soñj ked din [veffes] vijès kap d’ober se > ne soñj ked den [sic] e ves kap d’ober se
Se ‘moa goul(enn)et dec’h :
G : Moien zo da c’helven [= c’hervel] X ?
R : Ya, na pa vé diouzhtu ‘vé.
N’eo ket war lerc’h an eil ‘vé –se ‘h out o klask ?
Lâr din amañ rakar n’on ket sur. | |
| | | Steve Major; Mestr; Maestro
Nombre de messages : 137 Age : 72 Localisation : Paris Date d'inscription : 11/07/2007
| Sujet: Re: Dornlevr krennvrezhoneg gant Goulven Pennaod Jeu 19 Juil 2007 - 8:19 | |
| Merci bras, bras dit Ziwzaw - se so dreist.
Bemdez vez disked un dra bennag: biskwazh moa bed klewed koms deus stummoù 'vel "véjènn...". Deus pelec'h eo da dad (heb bezañ kurîus)?
Implîed vez aesed ar stummoù en "-ed": "vijed"...? Du-mañ (kanton Plouared) ne vez ked, med ur wech beb daou pe dri bloaz e tiffluk ûn bennag, memestra, gant-se n'int ked ankouêed kompletamant c'hwazh.
Gomprenan ked re da frasennoù diwezañ, goude "Ya, na pa vé diouzhtu 'vé".
Ma c'hallffes (ma c'halljes!) en em soñjal pegouls so moyen da implîoud "ve" e-lec'h "vije", neuse... (Gouveza' ran, martese ne vo ked aesed reiñ ur respont sklaer).
Hag ur goulenn diwezañ. Laked teus ma welchenn ’neañ e larjenn deañ . Ur reolenn so ewid ch ~ j? petramant h-eo 'vel a deu a deu...?
Merci bras dit ur wech c'hwazh,
Steve | |
| | | Ziwzaw Racine; Gwrizienn; Root
Nombre de messages : 350 Age : 50 Localisation : traou an daou dour Date d'inscription : 24/04/2007
| Sujet: Re: Dornlevr krennvrezhoneg gant Goulven Pennaod Jeu 19 Juil 2007 - 10:46 | |
| - Steve a écrit:
1 Gomprenan ked re da frasennoù diwezañ, goude "Ya, na pa vé diouzhtu 'vé".
2 Ma c'hallffes (ma c'halljes!) en em soñjal pegouls so moyen da implîoud "ve" e-lec'h "vije", neuse... (Gouveza' ran, martese ne vo ked aesed reiñ ur respont sklaer).
3 Hag ur goulenn diwezañ. Laked teus ma welchenn ’neañ e larjenn deañ . Ur reolenn so ewid ch ~ j? petramant h-eo 'vel a deu a deu...? 1 Attention, traduction littérale : oui [appelons-le est sous entendu, voir question], si ce n'est (même) qu'immédiatement. 2 Poan 'mo respont da se. 3 en em dromplet 'm eus, ret 'oa lenn : ma welchenn ’neañ e larchenn deañ . ken ar c'hentañ | |
| | | Steve Major; Mestr; Maestro
Nombre de messages : 137 Age : 72 Localisation : Paris Date d'inscription : 11/07/2007
| Sujet: Re: Dornlevr krennvrezhoneg gant Goulven Pennaod Jeu 19 Juil 2007 - 14:02 | |
| Merci bras c'hwazh Ziwzaw!
Interessant eo ewid ch 'lec'h j - teched a-walc'h ver d'ober 'vel-sse e kals a blassoù...
Steve | |
| | | yan
Nombre de messages : 14 Localisation : cnech cnugi Date d'inscription : 31/01/2016
| Sujet: Re: Dornlevr krennvrezhoneg gant Goulven Pennaod Dim 10 Avr 2016 - 16:18 | |
| Salud deoc'h holl, marteze e c'hellot kavout displegadennoù gant LAVAR 1 (Notennoù a-zivout anvadur ar verb). Mod-all, klaskit gwelet e levrennoù Abeozenn embannet gant Sterenn evit keñveriañ an eil hag egile.
A galon, Yan | |
| | | Contenu sponsorisé
| Sujet: Re: Dornlevr krennvrezhoneg gant Goulven Pennaod | |
| |
| | | | Dornlevr krennvrezhoneg gant Goulven Pennaod | |
|
Sujets similaires | |
|
| Permission de ce forum: | Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
| |
| |
| |