"Hag all » pe « hag all, hag all » ?
14 / 11 / 2012 | Kentel Yann Gerven, Yezh
Soñj ‘m eus bezañ klevet remerkoù gant brezhonegerien diwar-benn an implij treufles a vez graet eus an dro-lavar «hag all», ha lennet ‘m eus ivez, betek war ar geriadurioù, troidigezhioù ha ne oant ket reizh.
1) Hag all, implijet ur wech hepken, a sinifi : en ur gontañ…, hep tennañ…, hep ankouaat…, ha betek… ; kreñvoc’h eo eget an araogenn «gant», ha muioc’h a vuhez a zegas er gaoz.
Avaloù-douar kroc’hen hag all, pe plusk hag all (= hep bezañ diblusket ; gg : en robe des champs)
Ar c’hi en doa debret an tamm kig flaerius-se, paper hag all (=ha betek an tamm paper a oa en-dro d’ar c’hig)
Kouezhet eo en dour dilhad hag all (nerzhusoc’h eget : gant e zilhad)
N’eo ket abalamour ma vint kaset da Vro-Saoz e rankez lakaat ar sivi-se er paneroù, melc’hwed hag all !
Pa ‘m boa gwelet anezhi prest da vont d’an ospital, koef ha paner zu hag all, ‘m boa lavaret dezhi prenañ ur robe de chambre da nebeutañ. (Greiet e oa ar vaouez kozh evel da vont d’ar marc’had, gant he dilhad plougastellenn hag he faner zu, pas evit mont da dremen eizhteiz en ospital)
2) Hag all, implijet div wech a-renk : hag all, hag all, a vez klevet e Nord-Kerne hag er Vro Vigoudenn da nebeutañ, evit treiñ et caetera. E Treger hag e Kerne Uhel e vez klevet ha kement zo, dreist-holl. Klevet e vez ivez ha c’hoazh.
Sañset e oa dav dezhañ mont da welet e gamaraded, e vignonezed, e c’hoarezed, hag all, hag all, setu e voereb kozh, ma Doue…
Labourus e oa : tennañ an avaloù douar gant ar c’hrog, leusker anezho da sec’hañ, dastum anezho e seier, hag all, hag all…
Hag all, hag all a vez lakaet evit diskouez ne veneger ket an holl draoù : er frazenn gentañ e vank marteze e vreudeur, e dud, e dud-kozh, e amezeien…, hag en eil e vank kargañ ar sac’hadoù er c’harr, degas anezho d’ar gêr, poazhañ ar c’horz/deviñ an delioù…"
Source :
http://yabzh.com/2012/11/hag-all-pe-hag-all-hag-all